Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Fiziañs > Eus pelec’h ez an - D’où je vais

Eus pelec’h ez an - D’où je vais

Merc’her 31 a viz Here 2018

Dibabet o deus Claire-Audrey Kennedy ha Tifenn Linéatte, en em ouestliñ da dem ar yezhoù hag o zreuskas er familhoù evit o c’hrouadenn gentañ.

Danvez o abadenn a vo dastumet en ur vont da atersiñ tud eus a bep lec’h er bed ha krog int d’en em soñjal war ar sonerezh a ’z aio gant an istor kontet ganto, anvet "D’où je Vais".

Evit ar Festival e kinnigo an div gomedianez da gejañ gant ar publik e-pad un eurvezh bennak evit eskemm diwar-benn tem an arvest da zont tro dro d’ur banne.

Liesyezhek e vo an abadenn.