Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Fubudenn ha Fubudennig > Tropellad Korriganed

Tropellad Korriganed

Gwener 14 a viz Mezheven 2019

Ur pezh-c’hoari gant 10 komedian yaouand, heuliet ganto skolig c’hoariva Ti ar Vro Kemperle.Retour ligne automatique
Gant kontadennoù hengounel (an daou dort, laerezh ar gorriganez, korriganez an dour), met ivez gant testennoù ar Barzaz Breizh (ar c’horred), ha sonennoù ha rimadelloù dastumet er vro (an dro ar gorriganed Baod, Rieg, komzoù diskonterien Molan...) e oa bet savet an abadenn, 6 lodenn enni.
Digoust eo an abadenn.
Ur banne chug frouezh hag ur verenn vihan evit kalonekaat an aktourien yaouank, ha mat ’pell zo !

Gallout a reomp kas an teuliad pedagogel deoc’h, gant testenn an abadenn, liammoù gant videoioù, enrolladennoù...
Padout a ra 45 mn, ha plijet e vefemp da selaou ho skolidi ivez, (ur ganaouenn, un istor, ur barzhoneg) evit eskemm e brezhoneg asambles.