Piw ? Penaoz ? Ha petra ?

Abadenn ziwezhañ ar pezh savet gant STROLLAD KALLAG ha STROLLAD GWERLISKIN.
Evit an dro e vo lidet 30 vloaz strollad Kallag !

Piw zo bet kad da lazhañ aotrou maer ur gêr vihan sioul deus Kreiz-Breizh ?

Penaoz ur muntr ken spontuz, da zez ar marc’had ouzhpenn, pa oa bodet toud an dud evid enoriñ un den meur ha madelezhuz evid ar barroz ?

Petra zo kaoz d’ar muntr-se ? Pesort itrikoù, pesort drouksoñjoù a oa ’barzh penn ar muntrer a-benn ober un torfed ken euzhuz ?

Ur pezh-c’hoari fentuz ha dirollet, daoust d’an tem da vezañ siriuz.
Deoc’h-c’hwi da weled…
Ha kalz a blijadur deoc’h, mechañs, ur wech ouzhpenn !

  • Skrivet ha kempennet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan
  • Leurennet gant Marie-Hélène Morvan
  • Sklêrijennet gant Gildas Marc
  • C’hoariet gant :
    • Michelle Allès
    • Sylvain Botrel
    • Joy Canac
    • Amélie Lautrou-Le Jeune
    • Herve Lautrou
    • Marie-Hélène Morvan
    • Martine Postic

contacter troupe