Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Joyí > Nozvezh Fars ha Barzh

Nozvezh Fars ha Barzh

Yaou 1añ a viz Meurzh 2018

Evit lidañ Mizvezh ar brezhoneg hag ar galaoueg, kevredigezhioù eus Bro Naoned a zo kenstrollet evit kinnig darvoudoù e-leizh hag en o zouez un nozvezh gouestlet d’ar c’hoariva.

Strollad Joyi a ginnigo un heuliadenn sketchoù ha bez e vo ivez ur prantad c’hoariva war ar prim gant ul leurenn digor.