Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Kallag ha Gwerleskin

les pieces

  • Piw ? Penaoz ? Ha petra ?

    Merc’her 25 a viz Gwengolo 2019

    Krouidigezh an daou strollad : STROLLAD GWERLISKIN ha STROLLAD KALLAG.

    Piw zo bet kad da lazhañ aotrou maer ur gêr vihan sioul deus Kreiz-Breizh ?

    Penaoz ur muntr ken spontuz, da zez ar marc’had ouzhpenn, pa oa bodet toud an dud evid enoriñ un den meur ha madelezhuz evid ar barroz ?

    Petra zo kaoz d’ar muntr-se ? Pesort itrikoù, pesort drouksoñjoù a oa ’barzh penn ar muntrer a-benn ober un torfed ken euzhuz ?

    Ur pezh-c’hoari fentuz ha dirollet, daoust d’an tem da vezañ siriuz.
    Deoc’h-c’hwi da weled…
    Ha kalz a blijadur deoc’h, mechañs, ur wech ouzhpenn !

    • Skrivet ha kempennet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan
    • Leurennet gant Marie-Hélène Morvan
    • Sklêrijennet gant Gildas Marc
    • C’hoariet gant :
      • Michelle Allès
      • Sylvain Botrel
      • Joy Canac
      • Amélie Lautrou-Le Jeune
      • Herve Lautrou
      • Marie-Hélène Morvan
      • Martine Postic