Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad Kallag

Strollad Kallag

Strollad Kallag, ur strollad savet er bloavezh 1993. Klask a ra delc’hen bev brezhoneg Kreiz-Breizh ha diskouez pegen pinvidik ha saourus eo ar yezh pobl-se.

En tu all da se e fell d’ar strollad krouiñ ha brudañ e Breizh a-bezh, ha pelloc’h memes, arvestoù stag ouzh ar vuhez a-vremañ, pe e vefent pezhioù troet pe nevez-skrivet evitañ.

les pieces

  • Sonedennoù Shakespeare

    Meurzh 30 a viz Here 2018

    Sonedennoù troet gant ar strollad hag a vo c’hoariet e saozneg, galleg ha brezhoneg.
  • Kontadenn Luduennig

    Meurzh 28 a viz Eost 2018

    Abadenn margodennoù Ur gontadenn hengounel breton eo Luduennig. Kontañ a ra penaos e teuas ur c’hoadour deus Kreiz-Breizh da vezañ roue Frañs. Savet eo bet an abadenn a-ratozh evit ar vugale deus ar skol-vamm betek ar CM2. Un abadenn gaer an hini eo, gant gouleier, sonerezh ha kanaouennoù. Lakaet e vez an arvesterien da gemer perzh enni.
  • Avanturioù Mab Emon

    Sadorn 16 a viz Mezheven 2018

    Ur pezh-c’hoari c’hoariet meur a wech gant strollad Kallag ha c’hoariet en dro evit brasañ plijadur ar publik.
  • Komedienn mil luiet

    Gwener 1añ a viz Gwengolo 2017

    Komedienn mil luiet diwar The comedy of errors gant Shakespeare. Ar pezh-c’hoari-mañ eo an hini berrañ gant Shakespeare. Doare farsadenn.
  • Mazheas ar c’higer

    Lun 23 a viz Mezheven 2008

    1429. C’hoant en deus Mazheas, ha heñv kiger, da vont da chevalier, ar pezh n’eo ket aezet pa n’eo ket gwall nec’het an dud all gant se… Un istor marc’heien deus ar Grennamzer eo, met n’it ket da soñjal evit afer-se e vo diskouezet ur gentel istor deoc’h : marc’heien dirollet doare BD pe Monty Python int, disheñvel-tre neuze diouzh ar re a vez studiet er skolioù. Troet eo bet ar pezh-mañ gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar «Histoire de Maheu le Boucher» gant Eduardo Manet, ur skrivagner bet ganet e Cuba hag a zo pell zo o vevañ e lire suite
  • E-barzh an Toull-Noz

    Merc’her 19 a viz Meurzh 2008

    Ur plac’h yaouank kozh hag ur paotr digavandad o-hunan e-barzh un toull-noz… Diviz diboell ha leun a fent (fent glas a-wechoù).

Mont e darempred :