Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Strollad La Obra > AN ALBATROZ

AN ALBATROZ

Lun 28 a viz Here 2019

AN ALBATROZ
Abadenn gontadennoù ha sonerezh

Kontañ a ra « An Albatroz » istorioù mor hag istorioù oabl dre istorig bihan Yann-Vari ar Brizh, dre gomz ha dre son boest an diaoul. Ur c’habiten eus Douarnenez a oa Yann-Vari ar Brizh, sorc’hennet gant ar soñj a oa deuet dezhañ pa oa o sellet ouzh al laboused-plavañ e-pad e amzer-soudard ‘ba’ morioù ar Su : saveteiñ ar beñseidi hag ar vartoloded kollet er mor dre nijal. Ur wech deuet war e giz da Zouarnenez e vo savet gantañ ur c’harr-nij diwar batrom un albatroz…
An abadenn-mañ a lak da vevañ taolioù-esae hag a vez alies mat c’hwitet, alies mat strujus ivez. Kavet e vez enni tudennoù dister, didalvout, ankounac’haet gant an Istor, hini al levrioù hag ar mirdioù. Bev-mat int er pozioù koulskoude. Hag eveldomp e klask ar re se toullañ un hent e-touez dizurzh ar bed.

ARVESTERIEN : adalek 10 vloaz, betek… pell !
PADELEZH : 1e15 (evit an dud deuet) / 45mn (evit ar re youank)

Gweladenniñ lec’hienn Lukas

An Arzourien

  • Lukaz Nedeleg (konter)
    Komz a ra Lukaz. A-wechoù e vouskomz. Hag e lusk-komz ivez. A dra sur en doa hennezh dour mor ‘ba’ e bodad bronnek. Selaou anezhañ eo degemer ul lanv o sevel, ul lanv holenet gant stourmoù ha goulennoù a bep-seurt. Lukaz zo a-dreuz dremmweloù e istorioù. Pa vez o kontañ e ro d’ar selaouerien danevelloù livet gant maen-glas ar glav, gwenn-kann ar spoum ha ruz-flamm fri al lonkerien. Istorioù Lukaz a zeu eus du-mañ ha du-se. Kontañ a ra Lukaz. Betek penn.
  • Youen Bodros (soner akordeoñs)
    Soner anezhañ abaoe e yaouankiz, Youen Bodros a zo unan eus ar sonerien akordeoñs a-bouez e Breizh er mare-mañ. Kerkent ha ma oa 7 vloaz e oa aet da zeskiñ seniñ boest an diaoul gant ar vistri sonerien Daniel Le Féon ha Bernard Lasbleiz. E 2002 e oa bet tapet an DEM sonerezhioù hengounel gantañ. Tri bloaz goude en doa bet e aotreegezh sonouriezh en doa roet tu dezhañ da studiañ koulz sonerezh gouiziek ar C’hornôg hag ar jazz e skol-veur sonouriezh Roazhon. Da ziwezhañ e 2012 en doa tapet an DE sonerezhioù hengounel.
    Buan-buan e oa aet Youen Bodros war al leur-seniñ, e daouad gant Edwin Bodros, gant ar strollad Balafenn du (fest-noz), Winaj’h (fest-noz) ha Feu de plancher (bal). E zoare nerzhus da gas sonerezh a zo bet merzhet abred-mat. E 2000 e oa trec’h e konkour an-unan Kan Ar Bobl ha eil kampion Breizh da-geñver konkour daouad e Gourin e 2008 gant Thimothée le Bour. Gant e skiant prenet e vez Youen troet war sonerezhioù hengounel a-bep-seurt, hini ar broioù Reter en o mesk gant e strollad Multumesc (jazz ha sonerez hengounel Reter Europa).
    Hiziv an deiz e son Youen Bodros gant meur a strollad : daouad Le Couls/Bodros (fest-noz), daouad L’haridon/Bodros (fest-noz), gant ar c’honter Lukaz Nedeleg (kontadenn-sonerezh An Albatroz), Le Bour/Bodros Quintet (fest-noz) ha daouad Le Bour/Bodros a zo o paouez krouiñ e abadenn «Chadenn» gant tud pedet e-giz Rozenn Talec (kan), Gaetan Sansom ha Yves-Marie Berthou (toserezh).