Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Paritito > Pa gouezh ar mogerioù

Pa gouezh ar mogerioù

Sadorn 29 a viz Ebrel 2017

Krouidigezh gentañ Paritito ez eo "Pa gouezh ar mogerioù" / "Quand les murs tombent". Reiñ a ra komedianed ar strollad da glevet un destenn savet gant Mélanie Giotto ha Béatrice Bazin a ziwar atersadennoù liesseurt bet graet ganto war tem an emdroadur hiniennel. Petra a c’hoarvez ennomp-ni pa greskomp, pa zeomp er-maez deus ar voestigoù strizh omp da vezañ desavet enno ? Pa teu stankoc’h hon frankiz ? Pa c’hoarzhomp o kompren en ul luc’hedenn hon doa abaoe pellig amzer ur gwel brav war ar mor hep gouzout deomp ? Penaos e c’hell an den en em zresañ ? Penaos e teu deomp ar momedoù emdreiñ, pa c’hell ur ger, ur jestr, ur son mouezh touchañ ac’hanomp betek lakaat ac’hanomp da cheñch hon buhezoù, hon c’hoantoù, hon sell war ar bed ? Daoust hag e c’hellomp reiñ da gompren an dizoloadennoù-se d’un hinienn all ? Daoust hag e c’hellomp boutañ anezho ha profañ anezho d’unan all ? Daoust hag e c’hell an den kavout dafar emsevel e-barzh istorioù ar re all ? Ha posupl ez eo lakaat tizh war al lusk kreskiñ ?

Adalek 10 vloaz.

M’ho peus c’hoant gwelout ur filmig diskouez emañ amañ