Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Paritito > Privezioù Publik

Privezioù Publik

Merc’her 1añ a viz Meurzh 2017

Privezioù ez eo ur ger a gas da soñj en dachennoù prevez ha dibublik. Privezioù publik a zo neuze dioute ur c’hroaz-hent daou du, o vezañ lec’hioù personnel, lec’hioù an tabou hag ar pezh ’vez da guzhat, pa vezont ivez evit ar maouezed lec’hioù gwir emgav pe tremen dianav. Pep frailhenn zo da gaout er gevredigezh a da vezañ kavet eno ivez : disheñvelderioù yezhoniel, sokial, sevenadurel, disheñvelderioù seksuel ha reizhel. An aon rak an traoù lous, hag ar pezh a weler e-barzh.
C’hwezhioù ar re all.
El lec’h prevez ha publik-mañ, en ur galiri kenwerzh lec’h bennak e Breizh, e vez maouezed o tremen, hag e tizoloer an darempredoù etreze. Marjanik, ar plac’h a gempenn al lec’h, a wel pep hini all o tremen: Leila skañv he fenn hag he brozh, hag a zo atav ur ger fentus ganti, Abigaëlle ar werzherez bravigoù a gred ken start barzh ster he labour betek ma ne rafe ket ken… ha Libellule, anat deoc’h! Met deus a belec’h e teu al Libellule-se? Penaos e ra-hi evit bevañ etre maouezed nemetken ? Daoust hag a zo diouti da vat ? Daoust hag ez eo ar maouezed a blij dezhi pe unan nemetken ? Ha livañ gevier a rafe ? Ha dreist-holl, piv a vez o kousket er privezioù da noz ? Piv a leñv a-dreñv an nor ?
An ton realism vurzhudus choazet evit ar pezh a lez sevel fraezh goulennoù politikel diazez. Petra a chom en XXI° kantved deus komzoù ar maouezed kenetreze ? Penaos bevañ hon feminismoù hiriv an deiz ? Petra a chom d’ar maouezed da vevañ hepte ? Penaos e tremen komzoù ar maouezed diwarbenn ar feulsteur ? Evel maouezed, petra hon eus da lavarout ha ne c’hloazfe ket ac’hanomp ? Peseurt lodenn deus hon buhez e vev ar brezhoneg enni ? Prevez pe publik ? Piv a choaz peseurt yezh evit peseurt implij ? Piv a c’hell c’hoazh kemer amzer da selaou ouzh ar re all ? Petra eo deuet hon kengred da vezañ ?
Setu ar goulennoù ne vo ket respontet diouto er pezh.
Peogwir petra soñj deoc’h, tudoù ? … e vo kavet diskoulmoù evidoc’h hep ma rafec’h seurt ?

  • Testenn divyezheg gant Mélanie Giotto
  • Leurenniñ ha ren komedianezed : Véronique Hélies ha Laors Skavenneg
  • Aktourezed : Anael Guyomarc’h, Iona Gauchet, Mai Lincoln, Mélanie Giotto, Tifenn Lineatte, Géraldine Le Marrec
  • Krouidigezh sklerijenn : Sabine Hulin
  • Kinkladur : Emile Gwegen
  • Skritell : Stéphanie Doroche
  • Gant mouezhioù mesklet :
    Béatrice Bazin, Mona Caroff, Pauline Daniel, Laetitia Fitamant, Sarah Floc’h, Virginie Fromentin, Mélanie Giotto, Véronique Hélies, Céline Hervier, Yeun Lagadeg, Laors Skavenneg, Géraldine Marrec, Marijo Mellouet, Anne-Sophie Le Gall, Solène Le Gal, Catherine Le Dantec, Thierry Le Dantec, Isabel Pineau, Johanna Politi, Héléna Prigent, Anjela Stephan, ha Domitille Tap.