Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Teatr Piba

Teatr Piba

Savet eo bet an « Teatr Piba » da heul emvodoù ha kenlabour arzhourien a bep seurt komedianed, sonerien ha leurennerien en o zouez, a gomz brezhoneg an holl anezho, o devez doareoù tost da labourat, o deus bet rannet o skiant-prenet, hag a zo desachet gant ar memes c’hoant : krouiñ pezhioù-c’hoari bev hag a-vremañ e brezhoneg. Arzel eo hor pal, da gentañ penn, ha pa zalc’himp da labourat ingal war ar yezh. Fellout a ra deomp mont gant un hent krouiñ digor, en ur blediñ gant temoù a-vremañ.
En tu all d’ar bariadenn m’eo krouiñ en ur yezh minorelaet e fell deomp sellet a-dost ouzh darvoudoù hor mare, mont en-dro hor c’hevredigezh.
Diaesoc’h-diaes eo an en-dro politikel ha sokial, hag e vezer techet da asantiñ da ginnigoù sevenadurel — a dalvezfe evit an holl —, kentoc’h eget digoriñ an nor d’ar re disheñvel o doare da soñjal ha da grouiñ. Perak neuze ez eo a-bouez selaou mouezhioù ar minorelezhioù, en ur zerc’hel kont deus ar meskajoù sevenadurel a zo deus outo ha deus an eskemmoù ?
Dibaboù arzel liesstumm hag oc’h emdroiñ a vo diazez labourioù krouiñ kentañ an Teatr Piba. Lakaat a rint war-wel talvoudegezh vras ul labour barzhoniel a reomp-ni, hag ar bed krouiñ ez eo hor hini. Al labourioù-se a zo stag ouzh un ijin awenet kement gant ar bandennoù-treset, ar sinema, ar sonerezh, ar varzhoniezh, al lennegezh hag ar c’hoariva. Ul labour gant komedianed, sonerien, dañserien ha plastisianed a c’hello kas ac’hanomp war hent krouidigezhioù etre ar c’habaret, ar c’hoariva, « an opered», pe stummoù a-vremañ diazezet war binvidigezh an eskemmoù gant an arvestourien.
Al labour war ar c’hor, ar c’horf ha mouezh an aktour a zo ekreiz ar jeu e-barzh hol labour. Un doare int da reiñ da gompren hor goulennoù war an identelezh hag ar yezh. kor hag istor ar c’hor, deus an hinienn d’an engroez war al leurenn. Nerzh ar c’hoari a-strolll o talvezout da reiñ da glevet an holl vouezhioù, kement istor zo ha kement mouezh a zo.
Hor yezh, ar yezhoù hag ar rannyezhoù a zo e-kreiz hol labour ivez. Ar brezhoneg a zo barzhoniezh en enni, un testeni eo deus un ijin stag ouzh ur bed liammet gant elfennoù an natur. Rannyezhoù ar brezhoneg a zo evel kement ton disheñvel a zegas c’hoant da labourat war al lusk hag ar son. Ha n’eo ket souezh gwelet pegen frouezhus eo labour ar sonerien er vro.
Ur gwir bariadenn eo deomp kinnig pezhioù-c’hoari e brezhoneg. Penaos bezañ komprenet gant an holl er vro hag e-maez ar vro, ha treuziñ an harzoù, gwir pe ijinet ? Penaos leurenniñ un oberenn evit ma vefe komprenet gant an holl, hep implij an ustitlañ pe an droidigezh war ar prim ? Ur bariadenn deknologel, arzel, yezhoniel an hini ’vefe neuze ? Daoust hag e c’hellfe nerzh, korf ha mouezh an aktour sikour ac’hanomp da vont a-benn deus « kudenn » ar yezh ? Sed aze un hent labour-all evit ar strollad.
Pouezus eo deomp labourat war un dachenn resis, ur vro. Ne c’hell ket bezañ kaset hon raktres da benn hep al liammoù nag an darempredoù a vez pa vezer gwriziennet war un dachenn : un doare eo da vagañ an ijin hag ar varzhoniezh a zo e-kreiz hol labour krouiñ. Met beajiñ ha boulc’hañ hentoù a zo a-bouez deomp ivez, evel ar mont-ha-dont etre ar gwrizioù hag an divroañ : unan deus nerzh ar c’hrouiñ arzel eo, eienenn ar varzhoniezh. Ha pa vefe bresk eo ar c’hempouezh etre douaroniezh ar vro genidig hag hini an ijin ez eo prizius deomp.

Aotre sevel abadennoù 2-1031980 & 3-1031978

les pieces

  • LABOURVA #3 / TIEZ BRAV A OA GANEOMP

    Yaou 25 a viz Mae 2017

    Ur prantad enklask hag un abadenn : LABOURVA #3 | Tiez brav a oa ganeomp a vo kinniget d’an 20 a viz mae da geñver GOUEL BROADEL AR BREZHONEG e Langoned. Labourva #3 - Tiez brav a oa ganeomp a zo ur grouadenn diazezet war atersadennoù divroidi o chom e Brest hag o doa ranket tec’hout kuit eus o bro abalamour d’an dañjer a oa eno. Ar mouezioù enrollet hag an testennioù a gemer o flas war al leurenn - ar stumm a zo un enklask war an harz etre ar c’hoariva hag ar radio. Klask a reomp ivez bezañ ar fealañ posupl ouzh an istorioù zo bet fiziet deomp evit lire suite
  • Teir-oberenn ar peñse

    Abadenn faltazi evit ar radio

    Merc’her 1añ a viz C’hwevrer 2017

    Lodenn 1 : Lampedusa Beach Lodenn 2 : Lampedusa Snow Kontañ a ra an div rann gentañ peñseoù Shaüba ha Mohamed. Daou istor, div blanedenn, daou huñvre bodet en un drajedienn : tizhout Europa war vor, dre Lampeduza... Gant : Rener arzel : Thomas Cloarec Gant : Tifenn Lineate, Tony Foricheur Sonerezh : Steve Shehan Trouziañ : Javier Marinero Enrollet e studioioù Dizale ha Dahlias, e miz Du 2016 Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf, Jean-Mari OllivierLodenn 3 : Lampedusa Way Enrollet dirak an arvestourien e C’hoariva Bihan ar lire suite
  • Merc’h an eog - Merch yr eog

    Meurzh 22 a viz Du 2016

    Ur pezh-c’hoari liesyezhek e brezhoneg, kembraeg, galleg. Mair, ur Gembreadez ’deus graet he annez e Breizh, a zistro d’he bro da geñver un obidoù familh : gwerzh ti­feurm he bugaleaj a raio dezhi loc’hañ gant he beaj war roud he flanedenn. Ur park a sko war an aod, un talaso a denn d’ur purkator, lec’h kloz ranndi ha koublad Mair ha Loeiza, ur poull­neuial don evel ar mor : eus ul lec’h d’egile, eus un isfont d’egile, en em gavout a ra Mair evel ur pesk, kaset ha degaset ‘deun kof ar valum. Ober diouzh e vuhez peotramant choazañ anezhi. Ha peoc’h lire suite
  • Teatr Piba - Radio Kerne ha Dizale a ginnig Enrolladenn war eeun deus ur faltazi a-vremañ evit ar radio, e brezhoneg. "Ar Maezioù", diwar "The Country" gant Martin Crimp. An Doktor Richard hag e vaouez Corinne o deus kuiteet Londrez, a-benn bevañ ur vuhez siouloc’h, war ar maez, e lec’h ma chomont bremañ. Distreiñ a ra Richard an nozvezh-mañ, gant ur vaouez dianav, « en deus kavet astennet en ur foz, war vord an hent », emezañ. O kousket emañ hi. Troet gant Michèle Beyer. Dindan renerezh arzel Thomas Cloarec. Lennet ha c’hoariet gant Loeiza lire suite
  • LIORZH - JARDIN

    Lun 1añ a viz Mezheven 2015

    Ur bourmenadenn c’hoariva leun a varzhoniezh. Loc’hañ peb eil hanter eurvezh e Sant-Riwal Padelezh : 1h15 Ur pezh-c’hoari awenet, skrivet ha c’hoariet gant annezidi ar Menezioù Are, gant sikour Teatr Piba war intrudu Ekomirdi ar Menezioù Are. Krouidigezh divyezhek (brezhoneg/galleg) - Digor d’an holl. Leurenniñ : Thomas Cloarec, Tangi Daniel, Tony Foricheur Kiñkladurioù : Nadège Renard Sonerezh : Guillaume Le Guern Teknik son, gouleier ha krouiñ ar sonioù : Gwenole lire suite
  • Metamorfoz

    Merc’her 7 a viz Genver 2015

    An istor Un den, war nes mont da vakañsiñ gant e vignoned, ’n em gav trumm gant relegoù e dad kozh war e chouk … Petra ober gant eskern an hendad marvet pell-zo e bro Laos ? Lezel anezhañ en ti-pakajoù pe kas anezhañ da veajiñ gantañ ? Kontañ a ra Metamorfoz beaj diabarzh Abeguile o pegañ gant istor e familh. Ur vuhez all a sav ennañ, mousc’hoarzhoù frank, mareoù fromm : Ur fanfar dianket Ur plac’h vlevek Maouez an alc’hwezioù Skeudoù an amzer dremenet o treuziñ huñvre an tad kozh Krenadennoù un den Mab Egile « Hon buhezioù-pad e tisoñjomp hon lire suite
  • Al Liorzhour

    Meurzh 31 a viz Genver 2012

    Al Liorzhour, diwar «The Gardener» gant Mike Kenny 55mn - Adalek 7 vloazh Addont a ra soñj d’ul den kozh, anvet Joe, deus e vugaleaj ha deus an amzer dremenet e-barzh liorzh Tonton Harry al liorzhour. Da bep cheñchamant mare-bloaz e veze kollet muioc’h-mui e vemor hag a c’herioù gant Harry. Met o kreskiñ ’veze Joe ivez ha deskiñ a rae, tamm-ha-tamm, micher e eontr kozh. Ur wech bennak pa ’oa erruet ar goañv e oa marvet. Harry, ha Joe a zo prest da gemer e blas. Krouidigezh divyezhek istitlet evit ar vugale adalek 7 bloaz diwar ar pezh-c’hoari lire suite
  • Eden Bouyabes

    Yaou 30 a viz Mezheven 2011

    Skrivet gant Erwan CLOAREC Krouidigezh HERE 2010 Ul lec’h gant harzoù ha n’int ket sklaer an hini eo. Ur c’hornad restachoù etre ur gevredigezh karget a hendadoù lastrez hag ur bed lintret gant an dienn enep roufennoù, kollet e vemor gantañ. Eno eo e vez berniet an dremenidi a c’hortoz an treizher, un treizh nevez, pe n’eus forzh petra gant ma vo nevez. A verniadoù, a garradoù, a garigelladoù, a c’harlantezennadoù, gant trenioù pe bigi e tremenont… peogwir int tremenidi. Tud en o zouez ne glaskont ket mui, divizet ganto chom a-sav, chom aze, grwiziennañ lire suite
  • An diri dir

    Lun 5 a viz Gouere 2010

Mont e darempred :


Kas ur gemennadenn