Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Teatr Piba > Al Liorzhour

Al Liorzhour

Meurzh 31 a viz Genver 2012

Al Liorzhour, diwar «The Gardener» gant Mike Kenny
55mn - Adalek 7 vloazh

Addont a ra soñj d’ul den kozh, anvet Joe, deus e vugaleaj ha deus an amzer dremenet e-barzh liorzh Tonton Harry al liorzhour. Da bep cheñchamant mare-bloaz e veze kollet muioc’h-mui e vemor hag a c’herioù gant Harry. Met o kreskiñ ’veze Joe ivez ha deskiñ a rae, tamm-ha-tamm, micher e eontr kozh. Ur wech bennak pa ’oa erruet ar goañv e oa marvet. Harry, ha Joe a zo prest da gemer e blas.
Krouidigezh divyezhek istitlet evit ar vugale adalek 7 bloaz diwar ar pezh-c’hoari “the gardener” gant Mike Kenny. Krouet e vo a-benn Miz Meurzh 2012 / Le terrain blanc, Très tôt théâtre Kemper.

Un neubeut amzer a-raok na varfe e kavemp a wechoù va zad-kozh, a veze techet da gousket an darn vuiañ deus an amzer d’ar poent-se, o tijuni da 8e noz pe oc’h evañ un digor kalon da 7e mintin. Ma oa kollet red an amzer gantañ e oa troet en ur mod all an eñvorennoù en e benn ivez. Troet e veze war-zu e vugaleaj tro dro Briec ha Tregunc. Sonj ’rae dezhañ e oa distroet en e vro c’henidik…Ha pa savemp ur goulenn outañ, pa lavaremp en-dro dezhañ peseurt hini e oamp e touez ar mibi bihan e responte atav, ur vousc’hoarzh eeunig gantañ : “ha bon ?”. Tudenn Harry en deus lakaet ac’hanon da soñjal en va zad-kozh. Degas a ra sonj dit deus an distro d’ar vugaleaj ha deus an doare distreset-se da welet an amzer a vez gant ar re gozh.

Ur pezh mell labour leurennaozañ a vo graet ’benn sevel liorzh Harry. Savet e vo bitrakoù «margodennel» ha pleustret e vo war ar c’hoari ganto. Levezonet e vimp gant an dañs Butô, An impresionism ha sinema Bro Japan. Al Leurennaozañ a vo awenet gant labour arzhel Koroller Butô ar strollad Sankai Juku, Ushio Amagatsu ha dreist peb tra gant an abadenn Kagemi «Beyond the metaphors of mirror» lec’h ma vez translatet kelc’hiad ar vuhez hag ar marv war al leurenn. Ne ’m eus ket gwelet neblec’h biskoazh ul labour leurenniñ ha leurennaozañ ken eeun hag efedus. E giz an impresionisted e vo c’hoariet gant tec’hidigezh ha kendalc’h ar gouloù evit labourat war al livioù hag ar cheñchamantoù mare-bloaz. Mennozh ar c’helc’hiad a vo lakaet war-wel war al leurenn gant levezon oberennoù Hokusaï , Van Gogh, Renoir ha Monet. Blas an huñvre ’vo gant Jardrin Harry. Awen ar film « Le Verger aux Pêchers » (Mitsuni Isaki « Moi » Jeune garçon’’) hag Akiran Kurosawa a vo bev mat el labour leurenniñ-mañ.
Thomas CLOAREC, genver 2011

Krouidigezh «AL LIORZHOUR» a vo kaset da benn gant sikour Kuzul Meur Penn ar Bed, Rannvro Breizh, Ti kêr Molan. Kenproduet e vo gant Très Tôt Théâtre, La Maison du Théâtre, Ti Ar Vro Kemperhttp://www.tiarvro.org/» target=. A-benn sevel ar epzh-c’hoari e vo degemeret ar strollad gant CLC ar Guivinec, MPT Kerfeunteun e Kemper, Teatr Bro Montroulez, Kreizenn sevenadurel an Ellipse e Molan , La Maison du Théâtre http://www.lamaisondutheatre.com/e Brest, MPT Penhars ha Très Tôt Théâtrehttp://www.tres-tot-theatre.com/e Kemper, ULAMIR ar stêr Aon e Kastell Nevez ar Faou.
Leurenniñ : Thomas Cloarec
Testenn : Mike Kenny
Troidigezh : Ninnog Latimier, Séverine Magois,
Aktourien : Tangi Daniel, Tony Foricheur,
Leurennaozañ ha kinkladurioù : Jean-Michel Appriou, Hervé Manach,
Bitrakoù : Latanakone Insisiengmay,Jean-Michel Appriou,
C’hoari ar bitrakoù : Latanakone Insisiengmay,
Dilhadoù : Loeiza Beauvir,
Sonerezh : Jérôme Kérihuel,
Gouleier : Stéphane Le Bel,
Son : Eric Péron,
Produiñ : Jérémy Uguen,
Skignañ : teatr piba,
Kenurzhiañ teknikel : Stéphane Lebel