Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Teatr Piba > Eden Bouyabes

Eden Bouyabes

Yaou 30 a viz Mezheven 2011

Skrivet gant Erwan CLOAREC Krouidigezh HERE 2010

Ul lec’h gant harzoù ha n’int ket sklaer an hini eo. Ur c’hornad restachoù etre ur gevredigezh karget a hendadoù lastrez hag ur bed lintret gant an dienn enep roufennoù, kollet e vemor gantañ. Eno eo e vez berniet an dremenidi a c’hortoz an treizher, un treizh nevez, pe n’eus forzh petra gant ma vo nevez. A verniadoù, a garradoù, a garigelladoù, a c’harlantezennadoù, gant trenioù pe bigi e tremenont… peogwir int tremenidi. Tud en o zouez ne glaskont ket mui, divizet ganto chom a-sav, chom aze, grwiziennañ a reont e-lec’h m’emaint, etre daou, betek an dremenvan. N’int ket « deus du-hont », na deus lec’h all, eus lec’h m’int bet kaset gant o zreid emaint. Chom a reont o sevel o istor hag o mojennoù dezho. Annezidi « Eden Bouyabes » a ijin o buhez, gant o daouarn lous hag o yezhoù mouesk, degemer a reont n’eus forzh pe hini en o Breizh houarnaj dezho ha n’he deus anaoudegezh ofisiel ebet, nag he yezh ivez. Ne reont ket foutr kaer. Dindan o zreid e touaront ar re varv, n’eus forzh deus pelec’h e oant deuet. Pardoniñ a reont d’an holl bec’herien, aozañ a reont planedennoù meur d’ar buhezioù dister, ha diwar huñvreoù ratous e reont mojennoù evit an nevez-hañv, an hañv, an diskar-amzer pe ar goañv.

Leurenniñ : Thomas Cloarec
Skoazellerez leurenniñ: Martina Filipova
Testenn: Erwan Cloarec
Sonerezh: Jérôme Kerihuel, Fred Boudineau, Pascal Cuff
Tresañ an dachenn ha Klinkadur: Nadège Renard, Jean-Michel Appriou
Dilhadoù: Teatr Piba
Aktourien : Marion Gwenn, Tangi Daniel, Tony Foricheur, Lleuwen Steffan, Aziliz Bourgès, Loeïza Beauvir
Gouleier: Stéphane Lebel
Son: Eric Péron
Produiñ: teatr piba
Plotriji: Anne-Sophie Zika