Merc’h an eog - Merch yr eog

Ur pezh-c’hoari liesyezhek e brezhoneg, kembraeg, galleg.

Mair, ur Gembreadez ’deus graet he annez e Breizh, a zistro d’he bro da geñver
un obidoù familh : gwerzh ti­feurm he bugaleaj a raio dezhi loc’hañ gant he beaj war roud he flanedenn.
Ur park a sko war an aod, un talaso a denn d’ur purkator, lec’h kloz ranndi ha
koublad Mair ha Loeiza, ur poull­neuial don evel ar mor : eus ul lec’h d’egile, eus un isfont d’egile, en em gavout a ra Mair evel ur pesk, kaset ha degaset ‘deun kof ar valum.
Ober diouzh e vuhez peotramant choazañ anezhi. Ha peoc’h zo en dibab­-se ?

Evit heuliañ ar pezh-c’hoari :

Evit kaout an droidigezhioù dre-glevet, deuit gant ho smartphone pe ho tablezenn-douch,
ha selaouerien. Pellkargit ar poellad Sibrwd araok dont d’ar C’hoariva. Ma n’ho peus nag
an eil nag egile e vo prestet ur mekanik deoc’h, ha gwerzet ur re selaouerien.
Troidigezh da vezañ dibabet : galleg, saozneg, brezhoneg, kembraeg.

Pezh c’hoari digor d’an holl adalek 12 vloaz

Ken-produiñ :
Theatr Genedlaethol Cymru (Carmarthen, Bro Gembre)
Teatr Piba (Breizh) - Ti ar C’hoariva (Breizh)

Gant souten : Rannvro Breizh, DRAC – Breizh, Ministère de la Culture et de la Communication, Kuzul Departamant Pen Ar Bed, l’Institut français, l’Institut français du Royaume-Uni, Ti-Kêr Lesneven, The Art Council of Wales,
National Lottery Fund / Art Council of Wales, Wales Arts International

Soutennet eo abadenn Merc’h An Eog e Cardiff gant Spectacle vivant en Bretagne

Degemeret e rezidañs : Theatr Genedlaethol Cymru (Carmarthen, Wales), L’Arvorik (Lesneven), La Chapelle Dérézo (Brest), La Maison du Théâtre (Brest), The Performance Centre de l’Université de Falmouth (Cornwall, R-U), Aberystwyth Arts Centre (Wales).

Leurenniñ : Sara Lloyd, Thomas Cloarec
Testenn : Aziliz Bourgès, Owen Martell
Dramaturji : Sian Summers, Armel Veilhan
Aktourien : Lleuwen Steffan, Loeiza Beauvir, Rhian Morgan, Mai Lincoln, Steeve
Brudey, Dyfan Roberts
Leurennaouiñ, kiñklañ ha dilhadoù : Nadège Renard
Sonnerezh : Steve Shehan
Leurennaouiñ, kiñklañ ha dilhadoù : Nadège Renard
Gouleier : Ceri James
Krouiñ ar video : Louise Rhoades-Brown
Enklaskoù war ar video : Ian Biscoe

Rennerezh teknikel : Angharad Davies
Renerezh hollek Bro Gembre : Gareth Roberts
Renerezh hollek ha gouleier Bro C’hall : Sabine Hulin
Merañ ar son : Gwenolé Peaudecerf
Merañ Sibrwd : Erin Maddocks
Régie plateau Bro Gembre : Caryl McQuilling
Merañ ar video Bro Gembre : Ben Stimpson
Merañ ar video Bro C’hall : Loic Le Cadre
Merañ Sibrwd : Erin Maddocks

Fotoioù, grafegezh Bro Gembre : Kirsten McTernan
Grafegezh Bro C’hall : Owen Poho
Fotoioù, video Bro C’hall : Sébastien Durand
Kehentiñ : Lowri Johnston, Manon Riouat
Diorenn Sibrwd : Derech Murdoch
Produiñ : Maiwenn Le Nedellec,Carys Ifan, Rhian Davies, Fflur Thomas
Skignañ : Manon Riouat, Fflur Thomas
Melestradurezh : Angharad Leefe, Tony Foricheur

contacter troupe