Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Teatr Piba > Paotr e valizenn - Abadenn faltazi evit ar radio

Paotr e valizenn - Abadenn faltazi evit ar radio

Merc’her 13 a viz Kerzu 2017

Ur pezh-choari skrivet gant Mike Kenny ha troet diwar ar Saozneg gant Kristian Ar Braz.
Evit an holl adalek 10 bloaz.

Ret e vo deoc’h mirout ho plasoù en a-raok : An Arthémuse - 02 98 57 79 33 - pe dre bostel

Paotr e Valizenn a zo trede faltazi radio Teatr Piba / Dizale / Radio Kerne, war lec’h Ar Maezioù (2015) ha Teir-oberenn ar Peñse : Lampedusa Beach, Lampedusa Snow ha Lampedusa Beach (2016-2017).

Goude ar pezh-c’hoari Al Liorzhour savet e 2012 diwar The Gardener e adkav Teatr Piba doare-skrivañ eeun ha barzhel ar skrivagner Mike Kenny gant an oberenn-mañ. Ar wech-mañ e fell deomp tizhout an arvestourien yaouank. Laouen omp da ginnig ur faltazi radio e brezhoneg d’ar vugale ivez pa n’int ket boaz gant an doare-se da splujañ e-barzh un oberenn. Un abadenn evit an holl e vo memestra.

SKIPAILH ARZEL

  • Renerezh arzel : Thomas Cloarec, Teatr Piba
  • Gant : Tony Foricheur, Mai Lincoln, Tangi Daniel, Sarah Floch, Tangi Merien, Jakez Andre, Kaou Langoet, Riwal Kermarrec o vezañ komedianed
  • Soner : Guillaume Le Guern
  • Trouzer : Javier Marin Leyton
  • Merourien son : Gwenole Peaudecerf I Teatr Piba ; Jean-Marie Ollivier I Dizale
  • Merour son-skignañ : Gaël Hélary I Radio Kerne
  • Sistem son ha tokarnioù : L’Agence du Verbe I Pascal Rueff
  • Poltriji : Sébastien Durand
  • Kehentiñ, kenurzhiañ : Lou Millour I Radio Kerne ; Manon Riouat I Teatr Piba
  • Produiñ : Samuel Julien I Dizale Production
  • Skignañ ha kenurzhiañ ar skignañ : Radio Kerne

DIVERRADENN
En em gavout a ra daou vugel, Nafi ha Krysia, war an hent. Hag int tec’het kuit deus o bro abalamour d’ar brezel. Asambles e klaskont tizhout Europa evit mont da Londrez, an Eldorado, a soñj dezho. N’eo ket un istor gwir met heñvel eo ouzh hini ar repuidi yaouank tec’het kuit deus Bro Siri, Tchad, Tchetchenia, Afganistan, Soudan, Ukraina... er mare-mañ. Un istor hollvedel an hini eo. N’eo meneget na bro orin, na relijion Nafi ha Krystia.

EVIT GOUZOUT HIROC’H :

MENNAD AR RENER ARZEL - Boy with a suitcase – Paotr e valizenn

« Gouzout a raen piv ’vezen pa vezen er ger.
Me ‘ vezen, ha tra ken.
Ha neuze on deuet da vezañ ur repuad »

Ur Miz ’zo e oa bet skignet un teulfilm anvet « Rania’s Odyssey » war ar rouedadoù sokial, gant kazetenn The Guardian. Ennañ e vez diskouezet skeudennoù fromus ’bet filmet gant ur plac’h eus Bro Syria, a-hed he beaj eus rivinoù Kobane betek Aostria. Ennañ e vez dizoloet penaos eo bet touellet Rania Mustafa Ali, 20 vloazh, gant treizourien ha penaos eo bet skoet ha gazet gant bombelloù daeraouiñ war harzoù Makedonia. Darbet eo bet dezhi beuziñ er mor Kreizdouarel pa ‘eo bet lakaet asambles gant 50 repuad all ‘bourzh ur vag 15 plas d’ar vuiañ tout. Ha bemdez e vez degaset deomp keloù skrijus eus an dud, niverusoc’h-niverusañ, rediet da guitaat o bro ha da lakaat o buhezioù en arvar ’benn mont digant ar brezel ha kavout ur repu. « Eurus » eo bet beaj Rania a benn ar fin, tizhet he deus Bro Aostria. Lod ne tizhont morse o fal. Evel er pezhioù c’hoari skrivet gant Lina Prosa, «Lampeduza Beach» ha « Lampeduza Snow », hag a gont beajoù Shauba ha Mohammed, ken tost eus trajediennoù ar re zizanv aet da get araok erruout.
Da heul « Teir oberenn ar peñse» bet enrollet evit ar radio gant Teatr Piba warlene hon doa c’hoant kenderc’hel war memes tem. Gant Mike Kenny eo bet divizet kaozeal eus an harlu ivez, gant « Paotr e valizenn », ur pezh c’hoari skrivet war ur mod kizidig ha barzhoniel kenañ. Ennañ e vez kaoz eus ur bugel, rediet da techout kuit eus e vro abalamour d’ur brezel ’benn tizhout e Eldorado. Ha setu penaos e teu a benn ar skrivagner, dre istor ur veajour yaouank anvet Naz, da reiñ e identelezh en-dro d’ar « repuad dizanv », a vez kaoz deus outañ, bemdez er mediaoù.
A-drugarez d’ur yezh sklaer, plaen ha barzhoniel e kloto mat tre « Paotr e valizenn » gant ar radio, daoust m’eo bet skrivet evit ar c’hoariva. Heñchet e vimp gant an destenn da-gentañ, evel e pep raktres. Ha pal kentañ ar skipailh arzel a vo lakaat ar selaouerien da gompren diouzhtu darvoudoù ha plegoù dramael pouezhusañ an oberenn. War bep dachenn, eus ar c’hoari d’ar sonerezh, d’ar son pe d’ar seveniñ e klaskimp liammañ peb tra ‘benn kaout evezh ar selaouerien war dalc’hoù seizh beaj Naz.

Pep tro e vo klasket da labourat war an destenn evel ha ma vefe ur skrid muzik, hag en ur « leuskel » anezhi da vevañ. Daou aktour pennañ a c’hoario tudennoù Naz ha Krizia da-gentañ. An 11 tudenn all a vo c’hoariet gant 6 aktour en holl. Ur soner, un trouzer, ul leurenner hag ur renour son a vo ivez evit klokaat ar skipailh arzel ha teknikel hag evit klask korfañ ha skeudenniñ istor Naz.

E-penn kentañ « Rania’s Odyssey » e vez dizoloet an nebeut tre a dra ’vezo digaset ganti en he beaj : ur re vragoù, div stammen ha dilhadoù-dindan, ur gobeled kafe, un dastumad DVDoù Game of Thrones hag un nebeut levrioù, poltriji... Fromus tre eo gwelout penaos e vez aozet he beaj dizistro ganti... hag en em santout a reomp tost-tost outi. Ken fromus all eo pa vez Naz oc’h en em c’houlenn petra ‘vo degaset gantañ, petra lakaat en e valizenn, hastet gant trouzioù ar brezel. Diazezet e vo al labour skeudennaouiñ war ar menoz-se : penaos c’hoari gant « bed Naz » … un nebeut dafar ’bet degaset evel test eus e identelezh. Un nebeut dafar evit taolenniñ e veajoù, dre ar c’herioù, dre ar menezioù pe dre ar mor. Dre-se, daoust ma ‘z eo a-bouez tre ar c’hinkladurioù son », e klaskimp, ur wech c’hoazh, labourat war an ijin da gentañ penn.
E-giz e peb raktres Piba e vo laosket ur plas d’ar sonerezh, talvoudus meurbet evit heñchañ ar selaouerien en danevell. Ar wech-mañ e vo labouret gant ar c’hlerinelour Guillaume Le Guern, a glasko reiñ vuhez da veajoù Naz en ur ginnig un tem hollek.
Thomas Cloarec, 2017

MENNAD AN TROER

Nevez zo e oa bet kinniget din gant Thomas Kloareg testenn ar pezh-c’hoari Boy with a Suitcase gant Mike Kenny. Da dreiñ diwar ar saozneg evit bezañ kinniget gant Teatr Piba e doare un abadenn radio.
N’eo ket atav un dra aes meizout kalite ur pezh-c’hoari diwar e stumm dre skrid. Gant an destenn-se avat e oan bet paket, ha lennet em boa anezhi penn-da-benn war ar prim : ur yezh vrav ha plaen, un istor fromus, hini Naz, ur paotr yaouank rediet da guitaat e vro (ne vez ket lavaret pehini eo). Mesket e vo a-hed an istor danevell beaj ar paotr ha mojennoù Sindbad ar martolod ha kontadennoù pobl. War un ton sioul ha plaen e vez kontet er pezh darvoudoù skrijus an amzer vremañ : harluidi yaouank a rank talañ ouzh dañjerioù a bep seurt a-benn tizhout ar pezh a soñj dezho eo paradoz broioù pinvidik ar c’hornôg : dispartiañ diouzh o zud, bezañ trubardet ha diwadet gant treizhourien didruez, gwallgaset gant mistri digalon, mantret gant krizhder ar bed e oant o hunvreal ennañ.
Ouzhpenn d’ar fromus m’eo an istor-se, degouezh a ra mat-tre d’am soñj d’ar stumm radio. Se zo kaoz m’ boa asantet kerkent da genlabourat gant skipailh Piba ha da glask reiñ ur vuhez vrezhonek d’ar pezhig-se.
Kristian ar Braz, 2017