Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Teatr Piba > Skeulioù er c’houmoul dizoloiñ un abadenn war ar stern

Skeulioù er c’houmoul dizoloiñ un abadenn war ar stern

Yaou 1añ a viz Du 2018

Dizoloiñ ur pezh-c’hoari skingomz war ar stern e studio Dizale.
Emañ Teatr Piba o labourat war ur pezh-c’hoari nevez : Skeulioù er C’houmoul - Les échelles de nuages gant Dominique Paquet ha lakaet e brezhoneg gant Aziliz Bourgès.

Ar pezh-c’hoari-mañ a vo c’hoariet pe e galleg pe e brezhoneg.
Goude bezañ savet pezhioù evit ar skingomz : Ar maezioù, Paotr e valizenn, Lampedusa en deus divizet ar strollad mont pelloc’h gant al labour radiofonel-mañ.

Ur pezh-c’hoari skingomz a vo krouet aze ha c’hoariet dirak ar publik. Daou gomedian a vo war al leurenn hag ur muzisian/trouzer. Ar publik a vo gant tokarnioù evit sellout ouzh an arvest. Un hent-kroaz etre al leurenniñ evit ar c’hoariva hag ar c’hlevedva da lâret eo krouidigezh skeudennoù son.

Digoret e vo an abadenn d’ar publik diouzh an abardaezh. Ar plasoù a vo da virout en a-raok evit mont e-barzh (20 den degemeret) : pellgomz d’an Teatr Piba : 06 38 68 01 84.