Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Ar strolladoù > Teatr Piba > SpluJ - Labourva #4

SpluJ - Labourva #4

Sul 15 a viz Gouere 2018

Staliet war un hirgador, lakait un tokarn war ho tivskouarn, serrit ho taoulagad… Setu ! C’hwi a vo prest evit ur splujadenn diouti e-unan, ur veaj 20mn war ha dindan ar mor.
Dizoloet e vo ganeoc’h tammoù eus deizlevr ur veaj skiantel e-bourzh al lestr moroniezh "Pourquoi-Pas", skrivet gant David Wahl.

Ur raktres savet gant kevelerezh : Teatr Piba, IFREMER, LabexMer - Ocean Networks Canada - Université de Victoria Colombie Britannique.

Kinniget e vo an abadenn :
e joual (kebekeg) - brezhoneg
pe e joual (kebekeg) - galleg

Un tanvañ eus abadenn Donvor, un arvest war ar stern gant Teatr Piba hag a vo kinniget d’ar publik e 2019-2020.