Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Pelec’h ober c’hoariva ?

Pelec’h ober c’hoariva ?

Den deuet pe bugel kavout a reoc’h amañ ar frammoù a ginnig stalieroù c’hoariva.

  • Staj evit tud yaouank 10-14 bloaz

    Gwener 20 a viz Gwengolo 2019

    Staj Krouiñ evit ar re yaouank 10-14 bloaz 6 devezh staj evit sevel un abadenn E-kerzh ar staj Krouiñe vo kinniget hentennoù disheñvel evit krouiñ adalek un destenn, ur mennozh, un tem. C’hoariet e vo a bep seurt, o liammañ ar c’hoariva korfel gant an dañs ha fiñvoù ar c’hor war al leurenn. Pep staj a vo diazezet war un tem resis. Etre c’hoari war ar prim ha sevel pezhioù berr, e vo tamm ha tamm krouet «danvez leurenn». Evit mont betek penn e vo neuze kinniget ganeoc’h sevel un abadenn evit gouel Taol Kurun (26/01/2020). Kor : Termenn implijet lire suite
  • Staleroù c’hoariva 2019-2020

    Gwener 20 a viz Gwengolo 2019

    Stalieroù c’hoariva : Evit an dud deuet : E Brest (29) gant SKED, d’al Lun noz, buhezet gant Bob Simon. E Montroulez (29) gant KLT d’ar Meurzh noz buhezet gant Bob Simon. Evit an dud yaouank : E Sant-Ervlan (44) gant Teatr MilTamm (7-12 vloaz) d’ar Yaou noz, buhezet gant Katell Leon. E kemperle (29), evit ar re 10-14 bloaz e vo kinniget 6 devezh staj evit krouiñ un abadenn hag a vo kinniget da geñver Festival Taol Kurun e miz Genver. Staj aozet gant Cie K’Elles ha Ti Ar Vro bro Kemperle, buhezet gant Iona Gauchet. Sellout ouzh al labour savet lire suite