Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > Pelec’h ober c’hoariva ? > Staj evit tud yaouank 10-14 bloaz

Staj evit tud yaouank 10-14 bloaz

Gwener 20 a viz Gwengolo 2019

Staj Krouiñ evit ar re yaouank 10-14 bloaz

6 devezh staj evit sevel un abadenn

E-kerzh ar staj Krouiñe vo kinniget hentennoù disheñvel evit
krouiñ adalek un destenn, ur mennozh, un tem. C’hoariet e vo a bep
seurt, o liammañ ar c’hoariva korfel gant an dañs ha fiñvoù
ar c’hor war al leurenn.

Pep staj a vo diazezet war un tem resis. Etre c’hoari war ar prim ha
sevel pezhioù berr, e vo tamm ha tamm krouet «danvez leurenn». Evit mont
betek penn e vo neuze kinniget ganeoc’h sevel un abadenn evit gouel Taol
Kurun (26/01/2020).

Kor : Termenn implijet gant ar c’hoariva gresian evit ur strollad
tud o komz, fiñval ha dañsal e memes koulz.

Stajoù aozet gant Cie K’Elles kengred da Ti Ar Vro bro Kemperle
Raktres meret gant Iona Gauchet.