Strollad Plougin

  • responsable Strollad Plougin

  • Chomlec’h
    Ti bras
    29 290 – Treouergad
    Pgz : 02 98 89 29 78

  • apropos

    E 1975 en doa kroget Strollad Plougin gant ar c’hoariva brezhonek. En ur ober 30 vloaz ez eus bet savet un ugent pezh-c’hoari bennak hag a zo bet c’hoariet un tammig e pep lec’h e Breizh, dreist-holl e Bro-Leon. Kaout plijadur o c’hoari ha reiñ plijadur d’an arvesterien, setu pezh a glaskomp ha kementmañ e brezhoneg. Staliet eo ar strollad e Plougin hag e Treouergad, div gumun tost ouzh Brest.

    Ar skol c’hoariva
    E-pad ar bloavezh skol (d’ar Merc’her ha d’ar Sadorn) e kinnig ar Strollad ur skol c’hoariva evit ar vugale hag ar grennarded. Evit ar poent e vez graet skol e Plougin hag e Brest. Prest omp d’ober e-lec’h all ma vez goulennoù.
    Kinnig a reomp ivez stajoù e-pad ar vakañsoù. Labouret e vez er skolioù pa vez goulennoù.

    Degemer ar strolladoù all
    Abaoe ouzhpenn 25 bloaz e vez degemeret strolladoù all ganeomp e korn-bro Gwitalmeze, dreist-holl abadennoù Ar Vro Bagan. Diwar-se hor boa savet e 2003 ar festival « War al leurenn » hag a vez dalc’het bep bloaz war Bro-Vrest e-pad an trimiziad kentañ. Lakaat ar brezhoneg war wel eo pal ar festival-mañ, dreist-holl dre ar c’hoariva.

Mont e darempred :