Kamishibaï

Ar c’hamishibaï zo ur c’hoarivaig war-vale eus Bro Japan. Gant ar c’hamishibaï e teu un arzourez hag a gont istorioù souezhus ha farsus war ar memes tro. C’hoarvezout a ra eus skeudennoù ha eus ur butaï (c’hoariva koad bihan). E-pad pemp munutenn ha tregont e vez c’hoariet ha sonet un pe ziv gontadenn. Ouzhpenn-se e c’hell ar c’hamishibaï mont da beb lec’h (skol, mediaoueg). Talvoudus-bras eo d’ar vugale da vont war-raok gant ar skrivañ hag al lenn.

  • Rumm : Teatr skeudennoù
  • Padelezh : 35 min
  • Arvesterien : Evit an holl
  • Stummoù : Galleg pe brezhoneg
  • Komedianez : Gloria de Belén Riquelme
  • Produiñ : Strollad La Obra
  • Soner : Jérome Flippo

agenda archive piece

contacter troupe