Ar Vro Bagan

responsable Ar Vro Bagan
Chomlec’h
T.L. An Hellez
29880 – Plougerne
Pgz : 02 98 04 50 06
Fax : 02 98 04 60 84site internet Ar Vro Bagan
- apropos
Savet e oa bet ar strollad c’hoariva Ar Vro Bagan e 1973 e-barzh ur gevredigezh (1901) oa bet krouet e 1965 evit kas yezh ha sevenadur Breizh war-raok. Tud a-vicher zo enni (seizh den gopret da vat ha kalz arzourien krog-diskrog) hag un toullad c’hoarierien a-youl-vat. Labourat a ra AVB e brezhoneg hag e galleg er skolioù, aozañ a ra stajoù evit ar vugale hag an dud deuet ha sevel a ra pezhioù-c’hoari evit ar re yaouank, evit ar re vras hag abadennoù «Tan ha Kurun» en hañv.
Kenlabourat a ra AVB gant kevredigezhioù sevenadurel Breizh ha strolladoù c’hoariva all e brezhoneg hag e galleg evit sevel pezhioù-c’hoari asambles : Johniged an Hilda, Buhez Sant Erwan, 400 vloaz Kalvar Plougastell, Reuz’n Roll e Landerne, Gwrac’h Enez al Loc’h, kontadennoù ha c’hoariva Fañch an Uhel.
-
Biskoaz kemend-all adarre !
14 a viz EbrelBiskoaz kemend-all adarre ! Pezhioù c’hoari farsus C’hoariva evit an holl, Hag a-nevez : Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h 3 fezh-c’hoari fentus ha lañsus e brezhoneg penn-da-benn. Plijadur ha farserezh a vo forzh pegement ! Bouzar pe Vud : Nevez dimezet eo Yann gant Maria. Siwazh, mut eo houmañ ha Yann ne ouie ket. Per e gamalad a laka anezho da vont da gavout an aotrou Teodok, medisin evit… -
Staj c’hoariva evit ar vugale
29 a viz MeurzhUr staj gouestlet d’ar vugale etre 6 ha 12 vloaz. Etre ar 17 hag an 20 a viz Ebrel. Bep mintin etre 10e30 ha 12e. E Ti ar Vro Bagan e Plougerne. Priz : 35€ + 18€ evit emezelañ. Lakaat ec’h anv dre bostel Pe dre bellgomz : 02 98 04 50 06 -
Staj c’hoariva evit ar grennarded
28 a viz MeurzhPerak ar c’hoariva ? Evit ar blijadur ! Evit labourat war ar c’horf, an eztaol korfel, ar vouez, en em lec’hiañ war al leurenn en un doare plijus hag a stroll gant krennarded all... Evit krouiñ ha c’hoari perzhioù liesseurt asambles gant mignoned ! Evit pleustriñ ur pezh-c’hoari bihan hag a vo c’hoariet dirak arvesterien (familh, mignoned...). Titouroù pleustrek : Ur stummadur e brezhoneg… -
Staj c’hoariva evit ar re yaouank
8 a viz C’hwevrerTi ar Vro Kemper a ginnig ur staj c’hoariva evit ar re yaouank a vo kaset e brezhoneg gant Anna Morvan eus Strollad Ar Vro Bagan, eus ar Merc’her 22 a viz C’hwevrer d’ar Gwener 24 a viz C’hwevrer, e Ti ar Vro Kemper (10e-12e ha 1e30-4e30). Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouez… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep… -
Staj c’hoariva evit ar vugale
1añ a viz C’hwevrerUn doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouezh… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…). Plijadur e-leizh ! Etre an 13 hag ar 16 a viz C’hwevrer. Evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz E brezhoneg adalek 10e30 betek 12e00 E galleg adalek 2e00 betek… -
Skol c’hoariva ar Merc’her
25 a viz GenverEn 2022 hon eus labouret war dastumerien an XIXvet kantved : Kervarker (Barzaz Breiz), Fanch an Uhel (sonioù, kontadennoù, pezhioù-c’hoari) hag Anatole ar Braz (Mojenn ar Marv ha traoù-all). Savet ez eus tri fezh-c’hoari berr, pep hini o tiskouez penaos e labourent evit dastum danvez e-touez tud ar bobl. Hag e c’hoarier un istor bet dastumet ganto. Ar C’horved, evit Kervarker ; Vonn ar… -
Pezhioù-c’hoari farsus e Ploveilh
8 a viz Du 2022Ar strollad pezhioù c’hoari, Ar Vro Bagan, eus Plougerne, a zo pedet gant ar c’hevredigezhioù Ti ar Vro Kemper ha Brezhoneg e Ploveilh, da ginnig deoc’h un abadenn e brezhoneg penn da benn, « Pezhioù-c’hoari farsus » he anv, a-benn ar Sul 4 a viz Kerzu da 4e30, e sal Kerne e Ploveilh. Tri fezh c’hoari berr, komedioù e Brezhoneg anezho, a yelo d’ober an abadenn-se. « Bouzar pe Vud », danevellet ennañ… -
Pezhioù-c’hoari farsus
8 a viz Gwengolo 2022Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h 3 fezh-c’hoari fentus ha lañsus e brezhoneg : Un aotroù rivinet, Ar veaj organizet Bouzar pe vut + Koñchennoù gant Louis Autret ha Yann Bijer + Kanaouennoù gant "Pregomp brezhoneg" Lechiagad Plijadur ha farserezh a vo forzh pegement ! Mont e darempred -
Staj Commedia dell’Arte
4 a viz Mae 2022Sellout ouzh ar c’hinnig e galleg… Deiziadoù : D’ar sadorn 11 ha d’ar sul 12 a viz Even 2022. Lec’h ar staj : E tachenn An Hellez e Plougerne Eurioù ar staj : D’ar sadorn : 2e-5e D’ar sul : 9e30-12e30 ha 2e-5e (pep hini a c’hello degas e geusteurenn evit drebiñ asambles) Priz : 18€ emezelladur + 30€ evit ar staj Digor eo d’an holl a ra c’hoariva, a-vicher pe a youl… -
Mont a raio kuit
5 a viz Genver 2022Mont a raio kuit a gont istor un den yaouank er bloavezhioù 1990, klañvet trumm diwar ar c’hleñved skizofreni pa oa 18 vloaz hag en em zistrujet seizh vloaz war-lerc’h. Savet diwar un istor gwir, ar pezh-c’hoari fromus-se a c’hellfe sikour an arvesterien yaouank hag o familhoù da gompren gwelloc’h an dud klañv o spered ha darev d’en em zistrujañ. Skrivet gant Goulc’han Kervella "War c’houlenn un tad a… -
Pezhioù-c’hoari farsus e brezhoneg
30 a viz Du 2021Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h 3 fezh-c’hoari fentus ha lañsus e brezhoneg, diwar-benn an dilhad. Kanaouennoù e brezhoneg hag e galleg awenet gant Breizh a vo kanet ha sonet gant Jean-Paul Roue. Jo Kermoal eus Plouzeniel Prest Bepred a lusko an abadenn. Plijadur ha farserezh a vo forzh pegement ! Pezhioù kinniget : UN AOTROU RIVINET AR C’HOANT DIMEZIÑ UR PRED MARC’HAD MAT KOMEDIANED :… -
Staj c’hoariva evit ar vugale
19 a viz Here 2021Staj C’hoariva evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz. D’an 29 a viz Here ha d’ar 01/02/03 a viz Du, etre 10e30 ha 12e. Disoc’h ar staj : un arvestig a vo kinniget d’ar Merc’her. Lakaat e anv : Skrivañ pe pellgomz 02.98.04.50.06 -
Staj evit ar yaouankiz
3 a viz C’hwevrer 2020Staj e brezhoneg evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz. Etre an 21 hag ar 24 a viz C’hwevrer e sal Ar Vro Bagan e Plougerne etre 10e30 ha kreisteiz. Priz : 25€ + 17€ emellañ. Evit lakaat e anv : 02 98 04 50 06. -
Pezhioù-c’hoari farsus
31 a viz Genver 2020Strollad ar Vro Bagan a ginnigo tri fezh-c’hoari farsus : An aotrou rivinet, Ar c’hoant dimeziñ, Ur pred marc’had-mat Abadenn aozet gant ar gevredigezh Dudi Culture et Loisirs. Prizioù : 10 € - tikiji da vezañ prenet e sal ar gevredigezh Dudi, 1bis ru ar Maréchal Foch e Ploueskad d’ar sadorn 05 ha 12 a viz Meurzh etre 10 ha kreisteiz ; pe dre bellgomz : 02 98 04 50 06 (eus al Lun d’ar Gwener :… -
Biskoaz kemend-all adarre !
24 a viz Genver 2020Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h 3 fezh-c’hoari fentus ha lañsus e brezhoneg penn-da-benn : Bouzar pe Vud, Kresket ar Bae, Goro ar saout. Plijadur ha farserezh a vo forzh pegement ! Evit gouzout hiroc’h... BOUZAR PE VUT Nevez dimezet eo Yann gant Maria. Siwazh, mut eo houmañ ha Yann ne ouie ket. Per, e gamalad, a laka anezho da vont da gavout an aotrou Teodok, medisin evit ar re vut.…