Nag a wad

Bloavezh

  • 1965

Pezh skrivet gant

Live yezh

teatr_brezhonek:liste_genre_piece:>

  • Anv ar pezh : Nag a wad
  • Padelezh : 30 piece m
  • Niver a dudennoù : 4
  • Paotred : 2
  • Merc’hed : 2
  • 1 akt
  • Tudennoù :

    Klitemnestra
    Rouanez Argos
    Egistes
    He muianñ-karet
    Elektra
    He merc’h
    Ur prizoniad brezel
  • Diverrañ :

    Lazhet e vo Agamemnon evit mont da Roue d’e blas.

    Agamemnon, Roue Argos, zo daet en-dro.
    Emañ ar rouanez hag Egistes o komz asambl : lazhet o deus ar roue pa oa-eñ o kousket. Egistes en deus graet e soñj mont war gador-veur Argos ha dimeziñ gant ar rouanez.
    Elektra a za tre. Gwelet a ra ar gwad ha kompren a ra an taol graet gant he mamm hag Egistes. Lâret ar wirionez a faot dezhi met gourdrouzet eo gant Egistes : ma lâr an traoù e vo-hi lazhet d’he zro, ha lâret eo marv ar roue dre he faot. Ne hell nemet tavet, neuse, hag e ya kuit.
    En em ziober a reont a gorf Agamemnon gant sikour ur prizoniad.

  • Kinkladur :

    Ur rakkambr. Un nor a bet tu d’al leurenn. Ur fenestr hir ha moan.
    An noz zo anezhi. En teñvalijenn emeur. Sklaerder al loar dre ar fenestr.

    Kleze
    Gwad war ar stign.

  • Gwiskamentoù :

    Elektra gant dilhad-kousket, ur gouloù en he dorn.

  • Sonerezh ha trouzioù :

    Mouezhioù skiltr o yudal (ur wezh).
    Trouz ur c’harr skañv gant kezeg o tont.

  • Ti-Embann :

    • piece edition : Al Liamm. no 112. piece annee : 1965.

Kartenn lec’hioù emañ al levr