7 a viz Gouere 2020
Daou ginnig stajoù renet gant Katell Leon evit stalioù c’hoariva 2020-2021.
25 kentel 1e15, 3 eurvezh pleustradeg ha div abadenn 1e30 evit ar bloavezh skol.
Daou strollad 12 den yaouank a vo hervez oad ar berzhidi. Ur stal lies arzoù evit tud yaouank 10-14 vloaz (live CM2/Skolaj). Chom a ra 6 plas. Ur stal evit ar vugale 7-10 vloaz. Chom a ra 4 plas.
Lec’h ar pleustradennoù : Kreizenn Yezhoù…
7 a viz Gouere 2020
Goude distroioù perzhidi ar stajoù hag ar staj diwezhañ gant Bernard Grosjean nullet hon eus divizet gant Ti ar C’hoariva kenderc’hel da ergerzhout hentenn stummer ar Gompagnunezh "Entrée de jeux".
Spi hon eus evel-just e vo dalc’het ar stajoù-mañ !
Gouestlet int d’an dud a zreuskas c’hoariva : buhezourien, kelennerien, stummerien, komedianed… Ar staj kentañ tri devezh a vo d’ar Meurzh 20 betek ar…
5 a viz Mezheven 2020
Obererezhioù rouedad C’hoariva a zo o adkregiñ tamm-ha-tamm. C’hoariva : Hor c’huzul merañ kentañ goude-kenfinañ hor bo a-benn an 11/06. War ar stern : penaos ober ganti ?
An holl stajoù zo bet nullet. Un emvod hor bo d’an 10/06 evit studial an tuioù hag an temoù evit kenderc’hel gant hon heuliad stajoù diwar-benn treuzkas ar c’hoariva gant kevelerezh Ti ar C’hoariva Brest. Spi hon eus adkregiñ e-kerzh an…
5 a viz Mezheven 2020
Ur c’hamp war bemp a chom da vezañ kadarnaet… ar reoù all ne vo ket sur eo ha n’eo ket marteze ! Prantad c’hoariva buhezet gant Ana-Soaz Bervet e-pad sihunvezh kentañ KEAV e Kastellin a zo nullet. An daou gamp "Petra eo ar sirk-se ?" e Lokmaria Berrien (aozet gant an EPAL), tro dro arz ar sirk hag a oa raktreset etre an 12 hag an 18/07 hag etre an 19 hag ar 25/07 a zo nullet. Kamp "Bec’h d’al leur…
5 a viz Mezheven 2020
Skeulioù er C’houmoul
An abadenn faltazi radio e brezhoneg, Skeulioù er C’houmoul, diwar Les Échelles de Nuages gant Dominique Paquet
Ar c’hinnig-mañ a zo graet a-drugarez d’ur c’henlabour etre meur a framm tomm ouzh ar brezhoneg : Teatr Piba, Radio Kerne, Dizale ha Kalanna. Kendrec’het omp holl eo ar c’hrouiñ a galite ur ret evit dazont hor yezh. Setu perak hon eus lakaet hor barregezhioù a-stroll evit…
5 a viz Mezheven 2020
War v/blog Bernez Rouz e kavoc’h un nebeut pennadoù war ar c’hoariva, embannet ivez bep Sul e gazetenn Ouest-France.
Penaos ur strollad paotred a ziviz da lakaat ur vaouez da c’hoari rol… ur vaouez (a-raok ar roloù gwregel a oa c’hoariet gant gwazed).
Ha kement hag ober kit da welout pennadoù all war ar c’hoariva :
1936 : Arvest diwezhañ Pastoral Poullaouen La pastorale de Poullaouen un hengoun…
15 a viz Mae 2020
Diaes eo deomp c’hoazh gouzout en un doare resis an holl eurvezhioù labour ha ne vint ket graet met kregiñ a reomp da zamwelout an traoù memestra. Evit ar strolladoù a vicher ul lodenn vras eus an arvestoù a vo ampellaet. Luziet kenañ ar jeu. Da geñver stignad Skol c’hoariva : kantadoù a eurvezhioù labour er skolioù a vo kollet. E fin 2019 e oa raktreset gant tud a vicher hor rouedad ober tost 600…
15 a viz Mae 2020
Setu un nebeut kinnigoù evit klevout brezhoneg : M’ho peus c’hwitet abadenn Teatr Piba war Facebook d’ar 07 a viz Mae setu ul liamm evit selaou SPLUJ. Lakit un tokarn evit splujañ da vat. War Radio Kerne e c’helloc’h ivez selaou abadennoù faltazi radio gant Teatr Piba Evit ober c’hoariva gant ho pugale en ho tiez : pezhioù lec’hienn TES Sellout ouzh pezhioù (5€ ar film) war Breizhvod : Strollad…
15 a viz Mae 2020
Hon amezeien eus an ADEC56 o deus divizet derc’hel o Festival hag a vo etre an 20 hag an 23 a viz Mae. Lakaet o deus o ijin da vont en dro evit kinnig ur programm teatr daoust da c’henfinañ hag an diarbennoù yec’hed ! Un taol harz evit kenderc’hel gant ar c’hoariva.
Gourc’hemennoù dezho evit an intrudu. Ha m’ho peus c’hoant pleustriñ war ar c’hoariva, kit war lec’hienn Imparato. Ul lec’hienn evit ar…
3 a viz Ebrel 2020
Kinnigoù evit ar re o deus un tamm amzer
E brezhoneg Ur flemmvideo war ar c’hoariva - savet gant tud yaouank Ar Vro Bagan Evit ober c’hoariva gant ho pugale en ho tiez : pezhioù lec’hienn TES Sellout ouzh pezhioù (5€ ar film) war Breizhvod : Strollad Madarjeu - Alanig al Louarn Strollad Ar Vro Bagan : Armorica Breizh Glenmor
E galleg Festival des Arts confinés : abaoe ar 16/03/2020 e vez…
eil a viz Meurzh 2020
Ar gengevredigezh C’hoariva a verr ar stignad-mañ hag ur rentañ kont a vez savet bep bloaz.
Yalc’had ar C’huzul Rannvro a zo 17,50€ an eurvezh (gant ur priz reolennet evit pep emeler da 50€ an eurvezh). Chom a ra d’ar skolioù da baeañ 32,50€ dre eurvezh graet.
Evit muioc’h a ditouroù skrivit deomp pe bellgomzit deomp d’ar 06 38 78 35 15.
Kavit amañ rentañ kont Skol c’hoariva evit…
eil a viz Meurzh 2020
Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro
Kroget hon eus da labourat a-gevret gant Kompagnunez La Rampe TIO eus Montpellier ha gant Ti-kêr Rodez evit prientiñ an darvoud pouezus-mañ evit ar c’hoarivaoù e yezhoù bro. Spi hon eus e vo muioc’h a dud c’hoazh eget warlene evit kas ar preder pelloc’h ha marteze piv oar krouiñ un oberenn a-stroll.
Degemeret e vimp neuze e C’hoariva ar Chariot, un neizh bihan…
4 a viz C’hwevrer 2020
Etre 80 ha 120 skoliad eus Breizh a bign war ul leurenn evit c’hoari ha diskouez d’o c’henseurted al labour graet er skol.
Cheñchamant a vo ar bloaz-mañ. Emaomp o labourat war un devezh doare nevez gantañ.
Evit muioc’h a ditouroù pe lakaat ho anv skrivit da C’hoariva pe dre bellgomz : 06 38 78 35 15.
4 a viz C’hwevrer 2020
Graet hon eus ur bilañs eus ar bloavezh 2019 a-fed labour, obererezhoù, kevelerezhioù, darempredoù ha kinniget hon eus ar c’hontoù da izili ar gevredigezh.
An emvod a zeu a vo fonnus peogwir e vo gouestlet d’ar palioù da dizhout e-kerzh ur bloavezh kroget mat dija.
Ma emaoc’h dedennet evit kemer perzh e buhez ar gevredigezh deuit e darempred ganeomp. Laouen e vimp d’ho…
9 a viz Genver 2020
Ur c’huzul aliañ eo ar C’huzul Sevenadurel Breizh. Reiñ a ra alioù ha hetoù diwar-benn heñchadurioù hag a sell ouzh identelezh sevenadurel ha brud Breizh.
An darn vrasañ eus e izili a zo tud eus aozadurioù a ra war dro ar sevenadur. Bodet int peder gwech ar bloaz da nebeutañ.
C’hoariva a gaso evit ar 4vet respet-mañ daou zen : Tifenn Linéatte (komedianez/kannadez) ha Yann-Edern Jourdan (komedian/eil…