Ar vatezh vihan
Bloavezh
- 1943
Pezh skrivet gant
Live yezh
- Brezhoneg lennegel standard
- Resisadurioù war ar yezh :
Yezh treger Jarl Priel, pinvidik, gant lusk.
teatr_brezhonek:liste_genre_piece:>
- Anv ar pezh : Ar vatezh vihan
- Padelezh : 60 piece m
- Niver a dudennoù : 4
- Paotred : 2
- Merc’hed : 2
- 1 akt
- 15 piece scenes piece dans acte 1
Tudennoù :
- Monig
- Ar vatezh vihan, plac’h yaouank ha koant.
Diverrañ :
Piv a vo dimezet gant Monig ar vatezh kaer ? An tad pe ar mab ? treuzkomprenet eo bet an traoù etreze.
Fulub zo intañv. Emañ o chom gant e vamm Ivona, e vab Herri, hag ar vatezh : Monig.
Emañ Fulub o komz gant e vamm. C’hoant dimeziñ en deus Herri, ha Fulub ivez marteze, pezh a blijehe d’e vamm : gwelet ur vaouez, kreñv, akuit, d’ober en-dro an arc’hant. Met piv ? Dont a ra tre Herri, ur paotr yaouank lemm e spered war an divinadelloù, ha Monig, ar vatezh, ur plac’h deus ar c’haerañ, fluoretet bras.
P’en em gav Fulub gant e vab, o-unan, e tibun an tad ar gudenn da Herri : ur wreg a faot kaout en ti-mañ : Monig e vehe ar plac’h a-feson da vout dimezet ganti. Herri a ya kuit, ha Fulub a ginnig an dra-se d’ar plac’h yaouank, koutant bras, en em blijout a ra-hi kalz en ti-mañ, hag emañ a-du evit dimeziñ... gant ar mab Herri a soñj dezhi, p’emañ an tad o soñjal dimeziñ ganti...
Dont a ra Herri tre ha aet an tad da glask peadra da evañ. An daou zen yaouank a chom o unan, pep hini da ziskuilhañ e garantez kuzhet abaoe pell.
Fulub daet en-dro : dimeziñ gant Monig a felle dezhañ, met doc’h pezh a wel etreze, n’o deus ket en em glevet mat an tad hag ar mab ! Sevel a ra kounnar etreze : da biv e vo ar vatezh vihan ?
Herri n’eo ket evit chop hep dimeziñ ganti, met an tad, fulloret bras, ne roay gwenneg ebet d’e vab ! Ivona a za da sioulaat an traoù : d’an dud yaouank da zimeziñ, ha da Fulub da gavout e wreg, un deiz all...Kinkladur :
Gwelet a raer tud o vont hag o tont, dilhad sul gante.
Sall vras un ti kempennet kaer, ti tud pinvindik.
Ur prenestr (e-kerzh an hañv emeur). Un diri d’un tu.
Un daol vras, ur bank a bep tu.
Bank-tosel, horolaj, podoù, levrioù
Moger : skeudennoù sent.
Kreur leun a gerc’h hag a winiz evit ar yer.
Dilhad war ur gador.Peadra da zebriñ ha da evañ : chistr, kig (pladad bras), bara…
Gwiskamentoù :
- Dilhad ar pemdeiz gant an tri all
Sonerezh ha trouzioù :
Teir eur o seniñ.
Ur c’hi, ur wenanenn tost d’ar prenestr.
Trouz ar yer, ur c’hog o kanañ.Ti-Embann :
- piece edition : SAV. no 29 . piece annee : 1943.














