A-dreuz an amzer a zo ur veaj c’hoariva meurdezus evit dizoloiñ kêr Pontekroaz ha mil dremm hec’h istor. An abadenn-straed-mañ, bet krouet a-ratozh evit Devezhioù Glad Europa, zo ur raktres produet gant Strollad La Obra ha sikouret gant kumuniezh kumunioù ar C’hap-Beg ar Raz, kumun Ar Pont ha Le Phare – Cité Musicale.
Ar bloaz-mañ e vo kinniget un abadenn nevez d’an arvesterien gant pevar fezhig-c’hoari hag a vo roet da welout div wech e-kerzh an abardaez gant komedianed a-vicher hag amatour. Un digarez e vo da veajiñ a-dreuz ar c’hantvedoù en ur zizoleiñ tudennoù ha mareoù istorel nebeut anavezet, en ur stumm c’hoariva o veskañ fent, brezhoneg, sonerezh, kan, luadenn...
Ar bloaz-mañ ne vo pourmenadenn ebet. Kinniget e vo pezhigoù e lec’hioù liesseurt ar gêr vihan neuziet-kaer, hag an dud a c’hallo mont d’o dizoloiñ. La Obra en deus kinniget da 4 leurenner eus ar vro (Bastien Tracou, Jean Claude Camors, Olivier Schneider, François Canac) da labourat pep hini war ar memes kinnigoù. Pep hini a c’hello diskouez e estetik, e weledigezh hag e leurenniñ. Ar pevar rener micherel a zo an holl eus ar C’hab. Bodet e vo tost da 70 a dud a-youl vat eus Bro ar C’hab a-bezh er raktres.
Frédéric Tanter en deus teuliet ha skrivet ar sketchoù hag a bado pep hini war-dro 20 munutenn. Meur a hini e c’heller bezañ gwelet diouzh an abardaez.
Lieskevelerez eo ar raktres, ar pezh a zo pouezus-kenañ evit ar strollad la Obra. Evel-se Merc’hed Ar Pont, Ar c’hab e tañsal, foyer Kergadel, Kigner Ar Goyen, ha kalz re all…
Klask a ra La Obra tud a-youl vat, kanerien dreist-holl.
Digoust e vo an abadenn.
• D’ar Gwener 20 a viz Gwengolo e vo dalc’het ur pleustradeg dirak studierien skolaj La Mennais er Pont.
• D’ar Sadorn 21 ha d’ar Sul 22 a viz Gwengolo da 2 eur.
























