Ar sec’hor a zo ul lec’h emveret (staliet e savadur La Obra) gouestlet d’ar pleustroù arzel, ul lec’h degemer arzourien, ul lec’h pleustriñ… Digor eo da arzouien Bro ar C’hab ha reoù eus lec’hioù-all ivez. Gant ur spered rannañ e vez lakaet al lec’h e-kerz gant La obra d’ar re o defe ezhomm.
Da bep kompagnunezh degemeret e vo goulennet kemer perzh er mizoù evit rannañ frejoù hollek ar mont en-dro (tredan, tommerezh). Er goañv e c’hello bezañ goulennet un astenn hervez bevezadur an tommerezh. Kontañ 10€ dre zevezh rezidañs hag ouzhpennañ 15€ evit bezañ ezel eus ar gevredigezh.
Evit ar goulennoù hag ar resisadurioù, mont e darempred gant La Obra
Ar Sec’hor, ul lec’h pleustriñ nevez e Pontekroaz
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Redet e vo ganeomp !

-
Emgav c’hoariva

-
Redet o deus evit ar brezhoneg

-
Galnys pe priz ar gwad : al levr

-
Devez c’hoariva ar Skoaljidi : 10 vloaz !

-
Reoliadur Hollek Gwareziñ ar Roadennoù

-
Devezh c’hoariva ar skolajidi

-
Maen Brest

-
Ober c’hoariva gant stalieroù

-
STAJ : Hentenn Stanislavski pe Arz ar skiant-prenet


























