An istor -Ur c’hazetenner a zo oc’h ober ur studiadenn diwar-benn istor al labour-douar e Breizh. Da gavout Mari eo deut, ur beizantez hag he deus bevet an istor-se. Kontañ ra d’ar c’hazetenner petra eo bet he buhez, hini he zud hag he zud-kozh, ha bremañ hini he bugale.
Arvest I – Ar JAC (Yaouankizoù kristen diwar ar maez), mont war-raok gant ar binviajoù hag an doareoù labourat, ar re yaouank o vont kuit diwar ar maez, deskiñ ar vicher gouer d’ar re yaouank, labour ha klemmoù ar merc’hed...
Arvest II – Renkañ ar marc’hajoù, ar Sica, Gourvennec, ar beizanted e ti an is-prefed e Montroulez, disparti ar priejoù yaouank diouzh ar re gozh, ar merc’hed o teskiñ penaos gwellaat o labour hag o buhez, brezel al laezh, ar chekennoù, pilat ar c’hleuzioù, ar c’hreier moc’h ha saout bras-kenañ...
Arvest III – Al labour-douar hep louzoù na ludu, ar bezhin glas, louzaouiñ an trevajoù, doujañ muioc’h ouzh an natur, anken ar beizanted, en em zistrujañ. Hag ar fiziañs o tont en-dro en amzer-da-zont, gant ar re yaouank o tigas ur vuhez nevez war ar maez. O kavout en-dro Blaz an Douar.
An doare
E brezhoneg eo ar pezh-c’hoari gant meur a bennad galleg. Savet eo bet diwar eñvorennoù peizanted, studiadennoù istorel ha darvoudoù an deiz hirio. Mesk-ha-mesk pennadoù c’hoariva, poltriji, filmoù berr, kanaouennoù ha dañsoù.
















