D’ar Gwener 06 a viz Ebrel da 7e noz e vo bodet skolajidi war leurenn ar Malamok er Gelveneg evit c’hoari Breizh Glas.
Ar strolladoù, a bep eil, a gonto deomp istorioù diwar-benn ar mor. A bep seurt a vo.
Ul laz kanañ tud yaouank a vo war al leurenn ivez.
An testennoù a zo bet skrivet gant Aziliz Bourgès.
Komedianed a vicher eus rouedad C’hoariva zo aet d’o harpañ etre miz Genver ha miz Ebrel evit labourat pep hini war e zamm pezh.
Dorioù ar Malamok a zigoro da 6e noz.
Breizh Glas : skolajidi war al leurenn
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Echu gant troiad 2015 liseidi Karaez

-
Staj digomz evit labourat gant ar c’horf

-
Rezidañs strollad Paritito

-
GALV - KOMEDIANEZED-KOMEDIANED - A YOULL VAT, DERAOUIDI

-
Privezioù Publik o tostaat emañ an devezh D

-
Staj c’hoariva forom e Landelo

-
Un abadenn gant stal c’hoariva SKED

-
GALV SOUTEN EVIT PRIVEZIOÙ PUBLIK

-
Krennarded war al leurenn

-
Re an tu all : ul levr + ur CD embannet

























