D’ar Gwener 06 a viz Ebrel da 7e noz e vo bodet skolajidi war leurenn ar Malamok er Gelveneg evit c’hoari Breizh Glas.
Ar strolladoù, a bep eil, a gonto deomp istorioù diwar-benn ar mor. A bep seurt a vo.
Ul laz kanañ tud yaouank a vo war al leurenn ivez.
An testennoù a zo bet skrivet gant Aziliz Bourgès.
Komedianed a vicher eus rouedad C’hoariva zo aet d’o harpañ etre miz Genver ha miz Ebrel evit labourat pep hini war e zamm pezh.
Dorioù ar Malamok a zigoro da 6e noz.
Breizh Glas : skolajidi war al leurenn
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Teatr Miltamm, an distro !

-
KANTREN - Eil koulzad : Krouiñ ur pezh-c’hoari

-
Staj war an teatr evit ar vugale

-
Tourmant

-
SISTUJ #1 abadenn nevez liseidi Diwan

-
Beilhadeg e Gwinevez

-
C’hoariva dirak ar c’hamera

-
Beilhadeg e Plouzane

-
Kemer perzh en un avañtur c’hoariva ?

-
Vakañsoù ar goañv- Staj C’hoariva evit ar yaouankiz

























