An Aria a zo ur greizenn sevenadurel krouet e 1998 dre atiz Robin Renucci. Ul lec’h krouiñ ha deskiñ eo, staliet e kêr vihan Pioggiola e menezioù Korsika.
Perzh C’hoariva er stummadur ? Degas un testeni diwar-benn ar pezh a vez graet e Breizh da geñver ar c’hoariva e brezhoneg ha kinnig ar stignadoù lakaet e pleustr gant C’hoariva, gant harp Rannvro Breizh.
Diskrivet hon eus ar pezh a vez graet gant izili ha rouedad C’hoariva ha respontet hon eus d’ar goulennoù savet deomp. Ximun Fuchs, ur c’homedian ha leurenner eus Bro Euskadi a oa aze ivez evit degas e desteni diwar-benn ar pleustr en euskareg. Hag evel-just, e oa aze tud an ARIA, kelennerien, buhezourien c’hoariva hag aktourien eus bro Korsika dedennet gant an danvez ha tud e karg eus an deskadurezh e Bro Korsika.
C’hoariva a respont da bedadenn an Aria Korsika
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Troiad c’hoariva al liseidi Diwan

-
Bresk : Selaou ’ta !

-
Ar strolladoù c’hoariva er Redadeg

-
Skolajidi Diwan Kemper war ul Leurenn Flamm

-
Devezh c’hoariva ar skolajdi

-
Va Yezh a garan rak…

-
Teirvet kejadenn ar CTL.A

-
Marvailhat / Baleadennoù kontet

-
Staj c’hoariva evit an dud deuet e KEAV

-
Devezh c’hoariva ar skolajdi

























