Ur stand liesembannerien gouestlet d’ar c’hoariva a vo dalc’het ganeomp e trepas saloñs levrioù Karaez. A drugarez d’un emglev gant Kuzul ar Brezhoneg, Skol Vreizh hag ar gevredigezh Bleun Brug (evit levrioù Emgleo Breiz) e c’hellimp lakaat war wel levrioù c’hoariva d’ar publik.
D’an 29/10 da 3e g.m. - Korn ar vugale :
Eskemm war ar c’hoariva iwerzhonat troet ha c’hoariet e brezhoneg.
Da betra ha penaos treiñ c’hoariva iwerzhonat ? Petra hor broud d’en ober ha peseurt levezon en deus warnomp ?
Komedianed ha troerien a gemero perzh d’an eskemm hag a vo buhezet gant Laetitia Fitamant deus Radio Kerne.
D’an 29/10 da 4e15 g.m. - Korn ar vugale :
Strollad Kallag a c’hoario Luduennig un abadenn evit ar vugale.
D’an 30/10 da 3e g.m. - Korn ar vugale :
Komedianed ha lenno tammoù pezhioù-choari iwerzhonat troet e brezhoneg.
D’an 30/10 da 5e g.m. - Korn ar vugale :
Strollad Fubudenn a c’hoario Pebezh buhez lâre Filo !
C’hoariva zo ur c’hevread rannvro savet e 2005 evit bodañ, liammañ, ambroug ha bountañ war-raok ar stolladoù (amatourien hag a-vicher) ha dre vras ar c’hoariva e brezhoneg. A vloaz da vloaz eo aet war-raok ar gevredigezh.
Kavout a reoc’h el lec’hienn-mañ keleier diwar-benn ar strolladoù, ar pezhioù-c’hoari ha kement tra degouezhet a nevez e bed ar c’hoariva e brezhoneg.
Youl hon eus ivez da vont pelloc’h ganti ha da sevel ur benveg a vo renablet ennañ dafar skrivet evit ar c’hoariva. N’emañ ket ganeomp an dezo krouiñ un dra glok met m’ho peus c’hoant reiñ an dorn deomp evit pinvidikaat ha gwellaat al lec’hienn-mañ : grit mont e darempred gant ar gevredigezh. Mersi bras deoc’h en a-raok.
Piv bennak ez oc’h e hetomp deoc’h donemat amañ hag ur weladenn vat.