Evit 7vet abadenn ar Redadeg e redimp un tamm a-raok an degouezh. Redek a raimp dindan anv C’hoariva evel just met ivez dindan anv Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro, ur bodad krouet e Rodez e miz Gouere 2019 evit difenn ar c’hoariva e yezhoù minorelaet. Spi hon eus e vo kenseurted eus kornioù bro all eus Frañs da redek ganeomp.
Sur eo ha n’eo ket marteze strolladoù ha kompagnunezhioù c’hoariva a vo gwelet war hentoù Breizh evit an darvoud pouezus-mañ.
Betek an trec’h !
C’hoariva er Redadeg 2020
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
- Stajoù c’hoariva an hañv gant AVB
-
Bec’h d’al leur C’hoari

-
Ober c’hoariva er skol ar bloaz-mañ ?

-
Keleier eus rouedad C’hoariva

-
Staj : Arz ar Furlukin

-
O krouiñ emaint

-
Staj : Ar stal c’hoariva : pezhigoù-c’hoari

-
Ur pezh-c’hoari evit an dud yaouank

-
Servij keodedel

-
Treuzkas ar c’hoariva ? Mont a ra war-raok !

























