Disoc’h ur staj gant amatourien dirak ar publik Gouel Deus ’Ta – 40 bloaz Diwan
Lakaat war wel disoc’h ur staj c’hoariva skingomz a vo pal an abadenn-mañ. E-kerzh daou zevezh staj e fin miz Here e Ti ar C’hoariva o doa bet tro 12 stajiad da grouiñ un abadennig da ginnig d’ar publik dindan renerezh Thomas Kloareg ha Gwenole Peaudecerf eus Teatr Piba.
Stand C’hoariva Gouel Deus ’Ta – 40 bloaz Diwan
Lakaat da anavezout ar c’hoariva e brezhoneg eo hol labour pemdez. Derc’hel ur stand e-pad darvoudoù bras a zo pouezus evidomp evit eskemm gant ar publik, displegañ ar pezh a reomp, kinnig ar strolladoù e brezhoneg hag obererezhioù ar gevredigezh.
C’hoariva zo ur c’hevread rannvro savet e 2005 evit bodañ, liammañ, ambroug ha bountañ war-raok ar stolladoù (amatourien hag a-vicher) ha dre vras ar c’hoariva e brezhoneg. A vloaz da vloaz eo aet war-raok ar gevredigezh.
Kavout a reoc’h el lec’hienn-mañ keleier diwar-benn ar strolladoù, ar pezhioù-c’hoari ha kement tra degouezhet a nevez e bed ar c’hoariva e brezhoneg.
Youl hon eus ivez da vont pelloc’h ganti ha da sevel ur benveg a vo renablet ennañ dafar skrivet evit ar c’hoariva. N’emañ ket ganeomp an dezo krouiñ un dra glok met m’ho peus c’hoant reiñ an dorn deomp evit pinvidikaat ha gwellaat al lec’hienn-mañ : grit mont e darempred gant ar gevredigezh. Mersi bras deoc’h en a-raok.
Piv bennak ez oc’h e hetomp deoc’h donemat amañ hag ur weladenn vat.