Adkroget hon eus dousig ganti !
Tri skolaj a oa deuet da Sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez evit kemer perzh en "Endervezh" c’hoariva ar skolajidi (seizh skolaj e 2019…). Daou vloaz hep an Devezh-mañ en doa lakaet ac’hanomp da brederiañ war e vont en-dro ha divizet hon eus cheñch penn d’ar vazh evit an devezh-mañ.
’N eus ket mui a vodad priziañ (gant tud gour hepken). Lakaet hon eus ur buhezour da gemer perzh hag a c’houlenn digant ar berzhidi o soñj war o labour c’hoariva ha war ar pezhioù gwelet.
Un hanter-devezh startijennekoc’h hag a lak ar skolidi er jeu : da genderc’hel neuze !
Devezh c’hoariva ar skolajdi
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
- Roueed al lastez
-
Stummadur c’hoariva gant Etienne Siberil

-
Staj c’hoariva evit ar re yaouank

-
Ur staj evit dizoloiñ ar c’hoariva

-
Master klas kontadennoù

-
Staj c’hoariva evit ar re yaouank

-
Ober c’hoariva er skol hag er skolaj

-
Staj c’hoariva evit ar grennarded

-
Penn-sardin akademi ar c’hoariva

-
Un darvoud gouestlet d’ar c’hoariva e Roazhon

























