Adkroget hon eus dousig ganti !
Tri skolaj a oa deuet da Sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez evit kemer perzh en "Endervezh" c’hoariva ar skolajidi (seizh skolaj e 2019…). Daou vloaz hep an Devezh-mañ en doa lakaet ac’hanomp da brederiañ war e vont en-dro ha divizet hon eus cheñch penn d’ar vazh evit an devezh-mañ.
’N eus ket mui a vodad priziañ (gant tud gour hepken). Lakaet hon eus ur buhezour da gemer perzh hag a c’houlenn digant ar berzhidi o soñj war o labour c’hoariva ha war ar pezhioù gwelet.
Un hanter-devezh startijennekoc’h hag a lak ar skolidi er jeu : da genderc’hel neuze !
Devezh c’hoariva ar skolajdi
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Ar boufoun hag an ozhac’h

-
Ur pennad skrid diwar-benn Kantren ha C’hoariva

-
Eil staj Kantren : lakait ho anv !!

-
Trouz ar mor

-
C’hoariva e Gouel Broadel ar Brezhoneg

-
C’hoariva a respont da bedadenn an Aria Korsika

-
E koun Ronan al Louarn

-
Un tamm c’hoariva e Gouel Broadel ar Brezhoneg

-
Sevel ur raktres c’hoariva er skol ?

-
Vakañsoù an diskar-amzer - Meur a Staj C’hoariva evit ar yaouankiz


























