Daouarnioù bihan an Istor

Baleadenn c’hoariva e Bro ar C’hab

Padelezh : 1h15
Evit an holl (adalek 8 vloaz)
Divyezhek (brezhoneg/galleg)
Komedian.ez.ed : Tifenn Linéatte hag Olivier Schneider
Dramaerezh : Olivier Schneider
Leurenniñ : Bastien Tracou
Sturlevr prezegenner : Thierry Le Sergent ha Pierre Treujou
Dilhad leurenn : Coralie Lanizac
Produiñ : Strollad La Obra
Hanterour sevenadurel : Hervez ar goulenn
Pass Sevenadurel : Posubl

Dornigoù an Istor a zo un abadenn arvestoù-straed hag a ginnig d’an arvestourien dizoleiñ ur gumun en un doare nevez. Mont a ra an dud dre ar straedoù... Met buan a-walc’h e vo graet ganto anaoudegezh gant tudennoù brudet er vro pe tud vunut pe tasmantoù a bep seurt.
An Istor bras a zo o tilammat ’barzh an hini bihan gant c’hoari ar gomedianed, fent ganto ha gant anakronegoù a-ratozh, heklev soutil ouzh birvilh an amzer a-vremañ.

Evit mirout plasoù er C’hab-Sizun e c’hellit goulenn digant Ti Douristed ar C’hab dre bellgomz : 08 09 10 29 10.

Deiziadoù an hañvezh
Digoust da 6e30

Plougoñ (03/07)
Gwaien (10/07)
Koñforzh-Meilar (24/07)
Beuzeg-ar-C’hab (25/07)
Prevel (31/07)
Kledenn-ar-C’hab (08/08)
Goulien (14/08)
Mahalon (15/08)
Ploeneg (22/08)

Pezh c’hoari all ar strollad-mañ

  • Daouarnioù bihan an Istor

Dielloù an deiziataer

Mont e darempred :