Un teulfilm brav ken ken, nevez skignet war France3 evit kompren ar perak hag ar penaos eus krouidigezh an arvest Donvor gant Teatr Piba : Me ’zo ganet e-kreiz ar mor
E kenkas n’ho pefe bet tro da selaou an abadennoù faltazi radiofonel eus Teatr Piba setu un nebeut liammoù evit en ober (lakaat un tokarn !) :
Emgav c’hoariva amatour aozet gant Ti ar C’hoariva Brest d’an 13 ha 14 a viz C’hwevrer : evit sellout, selaou ha kemer perzh e eskemmoù zo (dre vizio…). Ar programm a-bezh amañ
Evit sellout ouzh teulfilmoù pe un nebeut arvestoù c’hoariva kit war KUB.
Hag evit ar blijadur e adlakomp ul liamm davet ur flemmvideo eus ar gevredigezh C’hoariva savet gant tud yaouank strollad Ar Vro Bagan.
C’hoariva zo ur c’hevread rannvro savet e 2005 evit bodañ, liammañ, ambroug ha bountañ war-raok ar stolladoù (amatourien hag a-vicher) ha dre vras ar c’hoariva e brezhoneg. A vloaz da vloaz eo aet war-raok ar gevredigezh.
Kavout a reoc’h el lec’hienn-mañ keleier diwar-benn ar strolladoù, ar pezhioù-c’hoari ha kement tra degouezhet a nevez e bed ar c’hoariva e brezhoneg.
Youl hon eus ivez da vont pelloc’h ganti ha da sevel ur benveg a vo renablet ennañ dafar skrivet evit ar c’hoariva. N’emañ ket ganeomp an dezo krouiñ un dra glok met m’ho peus c’hoant reiñ an dorn deomp evit pinvidikaat ha gwellaat al lec’hienn-mañ : grit mont e darempred gant ar gevredigezh. Mersi bras deoc’h en a-raok.
Piv bennak ez oc’h e hetomp deoc’h donemat amañ hag ur weladenn vat.