Strollad Ar Vro Bagan a zo o torloiñ ec’h arvest tan ha kurun Ar Roue Arzhur evit an hañvezh. Hag evit an dazont eo anv ivez eus ur grouidigezh nevez gant un istor e mare ar ragamzer.
Memes mod evit strollad La Obra hag zo o prientiñ e arvest straed fin an hañv.
Teatr Piba a zo o labourat war arvest an Hentoù-Gwenn hag a vo kinniget e Miz Du e Ti ar C’hoariva Brest hag er memes koulz war ar raktres europat Phōnē.
Teatr Madarjeu a oa e annezlec’h nevez La Obra e Pontekroaz evit krouidigezh ar Sklanked, un abadenn evit ar vugale (hag blijo d’ar re vras ivez !).
Komedianed Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro a oa e ti annez e Montpellier e fin miz Ebrel.
Kompagnunez Safar hag Aziliz Bourgès ul lennadenn e brezhoneg/galleg eus Merc’h an Eog (ur pezh-c’hoari krouet e 2016 gant Teatr Piba) evit ar gouel Babel e Douarnenez. Emañ ivez ar strollad o labourat war un arvest nevez tro Mojenn Kêr Ys (fin 2024).
Strollad Tro-Didro a zo bodet ingal evit prientiñ e arvest da zont "Trezgerem" ec’h anv. Kinniget e vo evit loc’hañ ar Redadeg eus Bro ar C’hap e 2024.
C’hoariva zo ur c’hevread rannvro savet e 2005 evit bodañ, liammañ, ambroug ha bountañ war-raok ar stolladoù (amatourien hag a-vicher) ha dre vras ar c’hoariva e brezhoneg. A vloaz da vloaz eo aet war-raok ar gevredigezh.
Kavout a reoc’h el lec’hienn-mañ keleier diwar-benn ar strolladoù, ar pezhioù-c’hoari ha kement tra degouezhet a nevez e bed ar c’hoariva e brezhoneg.
Youl hon eus ivez da vont pelloc’h ganti ha da sevel ur benveg a vo renablet ennañ dafar skrivet evit ar c’hoariva. N’emañ ket ganeomp an dezo krouiñ un dra glok met m’ho peus c’hoant reiñ an dorn deomp evit pinvidikaat ha gwellaat al lec’hienn-mañ : grit mont e darempred gant ar gevredigezh. Mersi bras deoc’h en a-raok.
Piv bennak ez oc’h e hetomp deoc’h donemat amañ hag ur weladenn vat.