D’ar Merc’her 11 a viz Here da 8e30 noz war leurenn ar Glenmor e Karaez ’vezo dalc’het abadenn gentañ pezh-c’hoari nevez Madarjeu Teatr : "An Twits" zo war grouiñ gant ar strollad abaoe bloaz. An derc’hent a vezo gouestlet da vugale skolioù Karaez. Diwar-goust ar strollad e vezo kinniget dezho ur pennad treuzkas kultur ha sevenadur : kemer perzh en eil pleustradenn ziwezhañ, kejañ ouzh skipailh ar pezh-c’hoari, sevel goulennoù ouzh pep hini diwar-benn ar pezh-c’hoari, an oberour,… kement ha klevet un tamm eus istor ar c’hoariva e brezhoneg. Evit dont a-benn da ginnig an abadenn-se avat hon deus ezhomm bezañ skoazellet ganeoc’h evit arc’hantaouiñ an annez-krouiñ diwezhañ. An holl ditouroù a vezo kavet AMAÑ.
Harpit ur grouidigezh nevez
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Mall zo warnomp gwelout !

-
Strollad Fubudennig o pleustriñ en dro

-
Eil eskemm ar - C’h/KALYB - e Rodez

- MANIFESTAREDADEG : C’hoariva er jeu
-
Ober c’hoariva e stummadurioù war ar brezhoneg

-
Arvest 2021 Meneham pebezh istor !

-
Kampoù-hañv tro-dro da arz ar c’hoariva

-
Skampadennoù en Istor - Ar re vras eus Pontekroaz

-
Komzoù henvroidi : c’hoari gant ar yezhoù

-
Va yezh a garan rak…

























