D’ar Merc’her 11 a viz Here da 8e30 noz war leurenn ar Glenmor e Karaez ’vezo dalc’het abadenn gentañ pezh-c’hoari nevez Madarjeu Teatr : "An Twits" zo war grouiñ gant ar strollad abaoe bloaz. An derc’hent a vezo gouestlet da vugale skolioù Karaez. Diwar-goust ar strollad e vezo kinniget dezho ur pennad treuzkas kultur ha sevenadur : kemer perzh en eil pleustradenn ziwezhañ, kejañ ouzh skipailh ar pezh-c’hoari, sevel goulennoù ouzh pep hini diwar-benn ar pezh-c’hoari, an oberour,… kement ha klevet un tamm eus istor ar c’hoariva e brezhoneg. Evit dont a-benn da ginnig an abadenn-se avat hon deus ezhomm bezañ skoazellet ganeoc’h evit arc’hantaouiñ an annez-krouiñ diwezhañ. An holl ditouroù a vezo kavet AMAÑ.
Harpit ur grouidigezh nevez
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Teatr Miltamm, an distro !

-
KANTREN - Eil koulzad : Krouiñ ur pezh-c’hoari

-
Staj war an teatr evit ar vugale

-
Tourmant

-
SISTUJ #1 abadenn nevez liseidi Diwan

-
Beilhadeg e Gwinevez

-
C’hoariva dirak ar c’hamera

-
Beilhadeg e Plouzane

-
Kemer perzh en un avañtur c’hoariva ?

-
Vakañsoù ar goañv- Staj C’hoariva evit ar yaouankiz

























