Testenn ha foto embannet gant Ti ar Vro-Leon :
"Plac’h Plougerne, Typhaine Corre ganet e 1989, zo deuet da vezañ komedianez a-vicher e 2014, goude bezañ graet ur servij keodedel gant Ar Vro Bagan. Piket eo bet he c’halon buan gant ar strollad, ar c’hoariva hag ar brezhoneg. Mont a ra alies ivez da eskemm gant skolidi diwar he labour, ar sevenadur hag ar yezh. ‘Pezh a blij kalz dezhi.
Kanañ a ra ivez, Typhaine, e brezhoneg evel-just, testennoù skrivet gant Naig Rozmor pe Herve Ar Gall. Savet eo bet ganti nevez zo, asambles gant Tangi Le Gall-Carré, paotr an akordeoñs, un albom nevez : Gouloù mil steredenn.
Kontañ a raio Typhaine, e Kafe Brezhoneg, perak he deus dibabet ar vicher-se, ha penaos e vez kaset ganti he labour pemdeziek ha liesseurt. Klevet vo ivez tonioù eus he fladenn nevez."
Typhaine a vo e Rostrenn en dibenn sizhun da zont evit buheziñ staj Kantren asambles gant Etienne Siberil.
Kafe e brezhoneg gant Typhaine Corre
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Kenderc’hel d’en em stummañ…

-
C’hoariva e berr-ha-berr

-
Strollad C’hoarivari

-
Treizhentoù amatourien c’hoariva e Breizh

-
Evit ar startijenn : Grit c’hoariva !

-
Ur stalier c’hoariva e skolaj Diwan Kemper

-
Staj skrivañ leurenn gant Bernard Grosjean

-
2021 ? Ha ma rafed c’hoariva er skol ?

-
Evit derc’hel al liamm gant ar c’hoariva

-
Degemer c’hoariva er skol : posubl eo

























