Hon amezeien eus an ADEC56 o deus divizet derc’hel o Festival hag a vo etre an 20 hag an 23 a viz Mae. Lakaet o deus o ijin da vont en dro evit kinnig ur programm teatr daoust da c’henfinañ hag an diarbennoù yec’hed ! Un taol harz evit kenderc’hel gant ar c’hoariva.
Gourc’hemennoù dezho evit an intrudu.
Ha m’ho peus c’hoant pleustriñ war ar c’hoariva, kit war lec’hienn Imparato. Ul lec’hienn evit ar gomedianed hag an animatourien C’hoariva, savet evit lakaat an dud da zeskiñ o zestennoù.
C’hoariva zo ur c’hevread rannvro savet e 2005 evit bodañ, liammañ, ambroug ha bountañ war-raok ar stolladoù (amatourien hag a-vicher) ha dre vras ar c’hoariva e brezhoneg. A vloaz da vloaz eo aet war-raok ar gevredigezh.
Kavout a reoc’h el lec’hienn-mañ keleier diwar-benn ar strolladoù, ar pezhioù-c’hoari ha kement tra degouezhet a nevez e bed ar c’hoariva e brezhoneg.
Youl hon eus ivez da vont pelloc’h ganti ha da sevel ur benveg a vo renablet ennañ dafar skrivet evit ar c’hoariva. N’emañ ket ganeomp an dezo krouiñ un dra glok met m’ho peus c’hoant reiñ an dorn deomp evit pinvidikaat ha gwellaat al lec’hienn-mañ : grit mont e darempred gant ar gevredigezh. Mersi bras deoc’h en a-raok.
Piv bennak ez oc’h e hetomp deoc’h donemat amañ hag ur weladenn vat.