Skeulioù er C’houmoul
An abadenn faltazi radio e brezhoneg, Skeulioù er C’houmoul, diwar Les Échelles de Nuages gant Dominique Paquet
Ar c’hinnig-mañ a zo graet a-drugarez d’ur c’henlabour etre meur a framm tomm ouzh ar brezhoneg : Teatr Piba, Radio Kerne, Dizale ha Kalanna. Kendrec’het omp holl eo ar c’hrouiñ a galite ur ret evit dazont hor yezh. Setu perak hon eus lakaet hor barregezhioù a-stroll evit ma c’hellfe ar raktres brav-mañ dont war-wel.
An istor
E Sina e tremen an traoù. Da noz, Zao Ming a zigor e galon d’e vignon Shen You : ne chomo ket da louediñ pelloc’h er ger. Petra zo kaoz ? Sina eo zo kaoz p’emañ o cheñch ken buan. An arc’hant eo ar mestr bremañ ha war e dud ouzhpenn pa’z int erru sklav, ne reont ket war e dro ken. Mont a ra e vignon d’e heul. Mont a raint, a dro-gaer da eur ha dizeur, betek e penn all ar bed, ganto o barroù-livañ hag o gerioù a sikouro anezho da ober un depegn eus ar bed evel ma tro ha ‘vel ma ijiner anezhañ.
Paotr e valizenn
En em gavout a ra daou vugel, Nafi ha Krysia, war an hent. Hag int tec’het kuit deus o bro abalamour d’ar brezel. Asambles e klaskont tizhout Europa evit mont da Londrez, an Eldorado, a soñj dezho. N’eo ket un istor gwir met heñvel eo ouzh hini ar repuidi yaouank tec’het kuit deus Bro Siri, Tchad, Tchetchenia, Afganistan, Soudan, Ukraina… er mare-mañ. Un istor hollvedel an hini eo.
Heuliadenn Lampeduza - Teir-oberenn ar peñse
Lampedusa Beach & Lampedusa Snow
Kontañ a ra an daou rann kentañ peñseoù Shaüba ha Mohamed. Daou istor, div blanedenn, daou huñvre bodet en un drajedienn : tizhout Europa war vor, dre Lampeduza…
Lampedusa Way
Lodenn ziwezhañ an teir-oberenn eo Lampedusa Way. Mont a ra Schaüba ha Mohamed da enezenn milliget Lampedusa war roudoù o nized Mahama ha Saïf…
Ar maezioù
Ur fiksion radio c’hoariet ha skignet war-eeun deus sal an Arthémuse ba Brieg.
Ar pezh-c’hoari Ar Maezioù diwar The Country gant Martin Crimp a zo bet dibabet.
Displegadennoù ‘kerzh an abadenn gant ar gomedianezed Marion Gwenn ha Loeiza Beauvir ha Lou Millour, renerez Radio Kerne.
C’hoariva zo ur c’hevread rannvro savet e 2005 evit bodañ, liammañ, ambroug ha bountañ war-raok ar stolladoù (amatourien hag a-vicher) ha dre vras ar c’hoariva e brezhoneg. A vloaz da vloaz eo aet war-raok ar gevredigezh.
Kavout a reoc’h el lec’hienn-mañ keleier diwar-benn ar strolladoù, ar pezhioù-c’hoari ha kement tra degouezhet a nevez e bed ar c’hoariva e brezhoneg.
Youl hon eus ivez da vont pelloc’h ganti ha da sevel ur benveg a vo renablet ennañ dafar skrivet evit ar c’hoariva. N’emañ ket ganeomp an dezo krouiñ un dra glok met m’ho peus c’hoant reiñ an dorn deomp evit pinvidikaat ha gwellaat al lec’hienn-mañ : grit mont e darempred gant ar gevredigezh. Mersi bras deoc’h en a-raok.
Piv bennak ez oc’h e hetomp deoc’h donemat amañ hag ur weladenn vat.