Etre ar 16 hag ar 27 a viz Meurzh e oa ar strollad Paritito e rezidañs e Kemeneven (e ti kompagnuniezh Tro Heol) evit krouiñ ur pezh nevez : Privezioù Publik skrivet gant Mélanie Giotto. Divyezheg e vo ar pezh. Véronique Helies a ra war dro al leurenniñ ha Laors Skavenneg a ren ar c’homedianezed.
Un eil rezidañs a vo e Montroulez etre ar 7 hag an 10 a viz Mae evit kenderc’hel gant krouidigezh ar pezh.
Gallout a reoc’h mont da selaou al lennadenn gentañ eus an destenn d’an 18/05 (gw. a-us en deiziataer).
Evit gouzout hiroc’h war strollad Paritito.
Pe lec’hienn Paritito.
Rezidañs strollad Paritito
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Amann ar stered

-
Vakañsoù : daoù staj sirk e norzh Penn-ar-Bed

-
Staj c’hoariva e KEAV

-
Atalieroù c’hoariva evit an dud deuet

-
Stajoù c’hoariva evit ar vugale hag ar grennarded

-
Staj c’hoariva evit ar yaouankiz

-
Atalier c’hoariva ha muzik evit ar yaouankiz

-
Jakez Krohen ha Gwillou Vihan

-
Staj c’hoariva e Roazhon

-
War an hentoù evit kinnig C’hoariva


























