Sinet Marielle

D’an dastumadoù kentañ er skolioù hag en AHDOD e miz Ebrel 2024 betek e annez diwezhañ evit krouiñ war leurenn, etre an 12 ha 16 a viz Mae 2025 er Chapel Derezo e Brest, Sinet MARIELLE a teu da vezañ ur gwir arvest.
Erruet eo ar gomedianez Mona Caroff (Marielle er pezh-c’hoari) war he marc’h-houarn plac’h al lizhiri evit labourat gant Mai Lincoln (skritur) ha Lola Le Berre (senografiezh). Marielle a ra tro skolioù Breizh gant he marc’h-houarn evit klask resever ul lizher kollet. Ur pezh-c’hoari perzhiadek e brezhoneg eo, gouestlet da bublik ar skolioù. An droiad arvestoù er skolioù a grogo e miz Here 2025. War varc’h-houarn ha gant an tren a vo graet an droiad.

Skipailh arzel :

  • C’hoari : Mona Caroff
  • Skritur ha leurenniñ : Mai Lincoln
  • Leurennaozañ : Lola Le Berre
  • Krouidigezh sonerezh : Quentin Morvan
  • Krouidigezh son : Gwenole Peaudecerf
  • Produiñ : Marie Guetière
  • Kehentiñ ha skignañ : Katell Le Joncour

Titouroù :
Evit an arvest e vo ur stignad teknikel skañvaet evit gallout ober mont ha dont «dous» gant ur marc’h-houarn ha trenioù.

  • Skipailh o treiñ : ur gomedianez hag un teknikour.ez.
  • Padelezh an arvest : 45 mun
  • Lec’hioù c’hoari : sal klas pe ur sal en diabarzh (hag a c’hell degemer ur marc’h-houarn)
  • Jaoj : 50-60 skoliad pe daou strollad klas
  • Liveoù skol : CP-CM2 / 7-12 vloaz

Pezh c’hoari all ar strollad-mañ

Mont e darempred :