Armelle Boulle en deus kemennet e penn kentañ ar miz ne vo ket gwelet ken strollad C’hoarivari war leurennoù ar vro. Siwazh deomp ! Ar strollad a youl vat nemetañ hag a c’hoarie e gwenedeg… Ur c’holl eo sur eo ha n’eo ket marteze evit lieseurted ar yezhoù hag evit ar c’hoariva e brezhoneg.
Hag Armelle da zisplegañ ez eus nebeutoc’h nebeutañ a aktourien, nebeutoc’h nebeutañ a arvestourien ha diaesoc’h diaesañ kavout amzer evit pleustriñ. Hag he da ouzhpennañ emaomp o vevañ ur mare start : evit an dud, evit ar c’hoariva ha gwasoc’h c’hoazh evit ar c’hoariva e brezhoneg hep komz eus ar gwenedeg… Evit echuiñ he a lâr eo ret chom gant ar spi hag a lak an dud da vont war-raok. Marteze un deiz bennaket e vo gwelet en dro ar strollad war al leurennoù… piv oar ?
Strollad C’hoarivari
Pezh c’hoari all ar strollad-mañ
-
Staj c’hoariva e Loperc’hed evit ar vakañsoù

-
STAJ : Ren war Stalioù-C’hoariva gant Bernard Grosjean

-
Staj Kontañ ha Skrivañ

-
Kemennadenn strollad Fubudennig

-
En em stummañ d’ar C’hoariva-Deskadurel

-
Skolaj Sant-Anton Lanniliz war al leuren

-
Bugale an Avel

-
Deomp dezhi ! Kejadenn ar c’hoarivaoù

-
Marc’h

-
Kejadennoù Kentañ ar C’hoarivaoù Bro Frañs


























