Toull ar Bleiz

Matilin an Dall, talabarder, ha Yann ar Chapel, biniaouer, a zo bet pedet en ur friko e- kreiz ar Menez Are. Spont a zo o ren er vro ; ur bugelig a zo bet laeret gant ur bleiz ha kaset gantañ en ur c’hoad bras. Pa zegouez an daou soner war leur gêr ar bourk emañ ar chaseourien o vont war glask ar bleiz hag ar c’hrouadur. Daoust da se ez a an eured hag ar friko en dro. Matilin ha Yann a ambroug an daou zen nevez en iliz hag e lakont tud an eured da zañsal a-hed an devezh betek an noz.

Deuet eo ar poent da vont d’ar gêr war o c’hiz. Erru eo ar chaseourien endro d’ar bourk. Kazeg o deus graet. A-bell e klever ar bleiz o yudal. Yann ar Chapel a grog aon ennañ, ne fell ket dezhañ mont a-dreuz ar c’hoad gant e vignon. Gwelloc’h gantañ ober an dro vras.

Ha dao Matilin e-unan etre ar gwez uhel. N’eo ket ur c’hener, n’en deus ket aon rak ar bleiz. Siwazh dezhañ, kouezhañ a ra en un toull don, toull ar bleiz graet gant ar chaseourien. En deñvalijenn e wel daou lagad evel etivi tan o lugerniñ hag ur vouezh spouronus o yudal. Ar bleiz eo. Penaos tec’het kuit ? Ne c’hell ket mont er maez eus an toull. Kregiñ a ra en e vombard ha seniñ. Pellaat a ra ar bleiz spontet mik. Pa rank chom a-sav gant berr alan e tosta ar bleiz adarre en ur yudal. Ha pan noz evel se. Da darzh an deiz emañ marv ar bleiz gant ar spont ha skuizh maro ar soner.

contacter troupe