Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Ar c’hoariva : un digarez a-feson da gaozeal brezhonek !

Ar c’hoariva : un digarez a-feson da gaozeal brezhonek !

Sul 29 a viz Gwengolo 2019

Stalieroù c’hoariva :

Evit an dud deuet :

  • E Brest (29) gant SKED, d’al Lun noz, buhezet gant Bob Simon.
  • E Montroulez (29) gant KLT d’ar Meurzh noz buhezet gant Bob Simon.

Evit an dud yaouank :

  • E Sant-Ervlan (44) gant Teatr MilTamm (7-12 vloaz) d’ar Yaou noz, buhezet gant Katell Leon.
  • E kemperle (29), evit ar re 10-14 bloaz e vo kinniget 6 devezh staj evit krouiñ un abadenn hag a vo kinniget da geñver Festival Taol Kurun e miz Genver. Staj aozet gant Cie K’Elles ha Ti Ar Vro bro Kemperle, buhezet gant Iona Gauchet. Sellout ouzh al labour savet gant tud yaouank Kemperle e 2019.

Hag a nevez : ur stal kontañ divyezhek gant La Obra kaset gant Nikolaz Nedeleg bep Lun.