Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > Deomp dezhi ! Kejadenn ar c’hoarivaoù

Deomp dezhi ! Kejadenn ar c’hoarivaoù

Sul 30 a viz Mezheven 2019

D’an 18 ha 19 a viz Gouere e vo dalc’het Kejadenn Gentañ ar C’hoarivaoù e Yezhoù Bro Frañs e-kerzh Festival Estivada aozet gant Ti-kêr Rodez hag a zegemero ac’hanomp.

16 kompagnunezh c’hoariva hag ur gengevredigezh a gemero perzh eus : Alzas, Bro Euskadi, Breizh, Katalonia, Korsika hag Okitania.

Pal ar gejadenn-mañ :

  • En em vodañ evit rannañ hag eskemm war hon diastaerioù.
  • Prederiañ a-stroll evit kavout diskoulmoù hag ijinañ dazont hor c’hoarivaoù ha hor yezhoù.
  • Sevel ur Bodad evit labourat asambles.

An eskemm a zo kenaozet gant Kompagnunezh La Rampe TIO (Teatr Etrerannvroel Okitan) staliet e Montpellier ha kengevredigezh C’hoariva gant kevelerezh ti-kêr Rodez.

Un tamm istor :

  • 09/2017 : C’hoariva a gas ur galv d’en em vodañ dre internet d’ar strolladoù c’hoariva e yezhoù "rannvroel" e pep korn eus ar vro.
  • 09/2017 : Komedianed eus Okitania hag Akitania-Nevez en em vod e Tolosa evit kaozeal diwar-benn o diaesterioù.
  • 12/2017 : Rannvroioù Okitania hag Akitania-Nevez a bed C’hoariva da zont d’un emvod etre kompagnunezhioù c’hoariva en okitaneg.
  • Penn kentañ 2018 : Evit desachañ o evezh war stad hor c’hoarivaoù ur gemennadenn a zo kaset d’ar bolitikourien hag ensavadurioù zo.
  • 2018-2019 : Eskemmoù etre tud eus Bro Okitania ha tud eus Breizh evit bodañ an dud a c’hoariva.
  • 2019 : Bodet e vo arzourien c’hoariva eus pep kornioù bro Frañs evit ober anaoudegezh, eskemm, prederiañ war o fleustroù, hag ijinañ doareoù da vezañ kengred.

Strollad La Obra a vo pedet da vont da c’hoari ar pezh Kakaw (un arvest evit ar yaouankiz).

Programm an daou zevezh
Programm ar Festival
Festival An Estivada