Teatr brezhonek

Degemer al lec’hienn > C’hoariva > Keloù > C’hoariva e KEAV

C’hoariva e KEAV

Sadorn 1añ a viz Gouere 2017

Setu programm ar staj hag a vo kaset da benn gant Ana-Soaz Bervet ha Gwenn Audic e Kastellin (d’an 09/07 - betek ar 15/07/2017).

Stal c’hoariva

  • Ar c’horf hag ar vouezh

Araok kregiñ da c’hoari e ranker kemer amzer da zistignañ ar c’horf. Er vuhez pemdeziek e vez lakaet bec’h war an den, war e gorf. Neuze e vo kemeret amzer da sioulaat ha da selaou ar c’horf dre boelladennoù Qi Gong evit mont e darempred gant hon diabarzh deomp-ni. Peurachuet e vo al labour gant ar c’horf a drugarez d’an dañs a sikouro ac’hanomp evit kaout skiant eus an egor tro-dro deomp hag eus korfoù an dud a vo a-gevred ganeomp-ni war al leurenn.
Pouezus-kenañ eo alaniñ mat. A drugarez d’an alan e c’heller implijout mat ar vouezh hag ar c’horf.
Setu un nebeut poelladennoù a vo kinniget e-pad ar staj : kanañ evit labourat gant an alan ha gant ar vouezh ha dañsal evit distignañ ar c’horf.

  • Ar skrivañ

Pep hini a c’hallo lavaret ha c’hoari ar pezh a zo don en e galon. Al labour gant ar c’horf, gant ar vouezh a vo un digarez da bep hini da ijinañ ha da skrivañ istorioù berr.

Muioc’h a ditouroù war lec’hienn KEAV.